Friedrich der Schöne, pe Frederig ar C'hoant (1289 e Wien - 1330 en Gutenstein, Aostria-Izel) a oa ur priñs eus an Tiegezh Habsburg anavezet ivez evel Friedrich III, Dug Aostria ha Steiermark. Adalek 1314 betek 1322 e voe eneproue ar Romaned, da lavarout eo ne oa ket bet dilennet evel a oa dleet da vezañ Impalaer santel. Met e 1325 e reas emglev gant e genderv impalaer Ludwig IV, hag e voe anvet da Roue ar Romaned evel Friedrich III.
Mab e oa d'an Impalaer Albrecht Iañ an Impalaeriezh santel ha da Elisabeth Carinthia, hag o eil mab e oa. Mervel a reas e vreur henañ Rudolf Iañ ha muntret e voe e dad en 1308. Neuze e rannas karg an dugelezh etre e vreur Leopold hag eñ.