Fritez zo bazhigoù avaloù-douar fritet en eoul, en un ardivink anvet friterez. Tomm e vezont debret, blot pe vrusk, moan pe dev. Unan eus an dek meuz muiañ debret er bed eo deuet da vezañ[1], e-kichen ar pizza hag an toazennoù. Debret e vezont gant un tamm kig pe besked alies. Lakaet e vez holen warno peurliesañ, a-wechoù maionez, ketchup, sezv hag all.
11 milion a donioù fritez a vez debret er bed bep bloaz[2]. Belgia eo ar vro hag a ezporzh anezho ar muiañ er bed[3], hag ar Velgiz eo ar re a zebr ar muiañ anezho dre annezad er bed[4]. Dizemglev zo etre Bro-Velgia ha Bro-C'hall evit bezañ anavezet evel ar vro he doa ijinet ar fritez.
Al lodenn vrasañ eus ar fritez debret er bed zo boued greantel gourskornet. Abaoe 2010 a vez gwerzhet fritez gourskornet a c'hall bezañ poazhet er forn pe er skinforn. Meuzioù broioù zo zo fritez enno, evel ar fish and chips saoz, ar meskl-ha-fritez belgiat pe ar poutine kebekat.
Glukidoù en deus ar fritez, e rezh ampez dreist-holl, proteinoù hag a zeu eus ar patatez, ha druzoni abalamour d'ar fritadur. Natriom a zeu eus an holen lakaet warno alies. Da skouer, ur c'hornedad fritez bras, 154 gram e bouez, servijet en ur Mac Donald's er Stadoù-Unanet zo ennañ 510 kalori hag a zeu eus 66 g eus glukidoù, 24 g eus druzoni, 7 g eus proteinoù ha 350 mg eus natriom[5]
N'eo ket mat ar fritez evit ar yec'hed hervez ar vezeien : n'o deus netra da welout gant ar patatez evit a sell ouzh ar galite mezhurel abalamour d'ar fritadur, d'an holen ha peogwir eo tennet pel an avaloù-douar e lec'h e kaver al lodenn vrasañ eus ar maguzennoù hag ar gwiennoù. Ha pa vez ouzhpennet sukr ar c'hetchup pe druzoni ar maionez eo gwashoc'h c'hoazh.
Unan eus ar meuzioù gant ar muiañ a akrilamid enno eo. Kreskiñ a raje ar riskloù da dapout krignoù-bev zo.