Iskevrennad eus | bolt-action rifle ![]() |
---|---|
Deiziad krouiñ | 1935 ![]() |
Brezel | Brezel Sina ha Japan, Eil Brezel-bed, Brezel diabarzh Sina, Brezel Korea ![]() |
Bro orin | National Government of the Republic of China, Taiwan ![]() |
Munision | 7,92 × 57 mm Mauser ![]() |
Lakaet er servij | 1935 ![]() |
Tennet eus ar servij | 1980 ![]() |
Ar Fuzuilh Tchang Kai-chek (中正式), anvet ivez Fuzuilh Jeneral Meur, pe Type 24 (二四式), anvet a-ziwar ar penn brezel sinaat Tchang Kai-chek, zo ur gopienn doare sinaat eus ar fuzuilh-vorailh alaman Mauser Standard-Modell, diaraoger ar Karabiner 98k, ha kambret e 7,92 × 57 mm. Kroget e oa arnodiñ ar fuzuilh Tchang Kai-chek e 1935 (24vet bloavezh an deiziataer republikan, setu perak an anv doare 24). Anvet e oa Type 79 gant komunourien Sina.
Ar fuzuilh a oa bet produet ledan adalek 1935. En desped da se, ret e voe gortoz an Eil brezel etre Sina ha Japan evit ma vije standardizet ar broduerezh da vat hag a-benn ar fin eo ar fuzuilh Hanyang 88 hag a voe ar produetañ.