Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | Hugues Felicité Robert de Lamennais, Félicité Robert de Lamennais |
Anv-bihan | Félicité |
Anv-familh | Lamennais |
Deiziad ganedigezh | 19 Mez 1782 |
Lec'h ganedigezh | Sant-Maloù |
Deiziad ar marv | 27 C'hwe 1854 |
Lec'h ar marv | Pariz |
Lec'h douaridigezh | Bered Père-Lachaise |
Tad | Pierre-Louis Robert de la Mennais |
Mamm | Gratienne-Jeanne Lorin |
Breur pe c'hoar | Jean-Marie de Lamennais, Marie-Joseph de La Mennais, Louis-Marie Robert de La Mennais, Gratien Robert de La Mennais |
Pried | talvoud ebet |
Familh | Robert de la Mennais (famille) |
Yezh vamm | galleg |
Yezhoù komzet pe skrivet | indonezeg, galleg |
Yezh implijet dre skrid | galleg |
Tachenn labour | prederouriezh |
Karg | kannad gall |
Lec'h labour | Pariz |
Relijion | Katoligiezh, Pantheism |
Levezonet gant | Adam Mickiewicz, Louis de Bonald |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Félicité Robert de Lamennais, bet ganet e Sant-Maloù d'an 19 a viz Mezheven 1782 ha marvet e Pariz d'ar 27 a viz C'hwevrer 1854, a oa ur skrivagner hag ur prederour.
Breur e oa gant Yann-Vari De La Mennais yaouankoc'h a zaou vloaz gantañ. Sikouret en deus bet kalz e vreur da vont gant ar soñjoù nevez a vefe ret da zegas d'an Iliz.
Da geñver Yann-Vari ne blegas biken dirak galloud hollveliek ar Vatikan betek mont d'an troc'h ha biken ne zistroio enni. Unan d'eus e oberennoù a vezo diskuilhet gant ar Pab Gregoar 16 d'ar 25 a viz even 1834. Gant un hent disheñvel e kendalc'h da vont etrezek ar re baour hag en dienezh met er-maez d'eus an Iliz dilennet ez eo da zanvez depute e 1848. Un den lies ez eo, kamalad gant an tu dehou pellañ ha kilstourmer met war ar memes-tro gant an dud reveulzierien pe araokourien anezho e toare George Sand. Degas a ra ur sell romantel avieler, prederour kredour ha demokratel. Sevel a raio a-enep al lezenn Falloux en 1850, ul lezenn war an deskadurezh bublik dindan an eil Republik C'hall. Dalc'hmat e gendalc'h gant ar stourm evit lakaat e pleustr an aviel a-enep d'ar vourc'hizien, da galloud an arc'hant, evit ar familh, an dud munut hag an demokratelezh. Goude taol-stad 1851 sevenet gant Louis-Napoléon Bonaparte prezidant ar Republik C'hall abaoe 1848 e chom sioul gant e obererezh bolitikel. Dindan selloù-strizh archerien an impalaeriezh emañ eñ.
Bevet en deus darn e vuhez dindan skeud e vreur Yann-Vari De La Mennais. Memes ur wech troc'het gant an Iliz e kendalc'has da zegas boued spered d'e vreur d'e sikour da vont gant e oberenn deskadurezh. D'ar c'hentañ a viz meurzh 1854 ez eo beziet gant ul lid sivil ha simpl e bez-boutin ar vered Père Lachaise en Pariz. N'eo ket bet nac'het gant an impalaeriezh d'an dud d'e vont memes ma oa savet ar c'hoant. Ur mor a dud a vezo o vont gant an arched dreist-holl an dud munut hag a oa aze evit e drugarekaat da vezañ klaset d'o zifenn a-hed e vuhez. N'ez eus ket bet tamm lid katolik ebet tro-dro d'an intramant pezh a lak Yann-Vari De La Mennais da vezañ sabatuet bras. Gwasoc'h c'hoazh erruet ez eo re ziwezhat da gonfesiñ e vreur araok an anaon mantret e vezo da vat betek fin e buhez gant an darvoud-se.
Kredour don, kredour romantel leun a garantez evit an dud hag avieler d'eus ar c'hentañ, Félicité De La Mennais a zo bet un den dibleg gant an hent stourm a gemeras evit mat ar brasañ niver ha dreist-holl an dud munut. Ma chomas troc'h gant an Iliz ofisiel, a-benn ar fin e kendalc'has oberenn e vreur, avieliñ ha difenn ar re baour, met dindan un doare all ha politikel. Disoñjet ez eo bet hiziv an deiz.
Un timbr a zo bet embannet en 1957 evit e enoriñ.
Skrid-buhez ofisiel: