Gabrielle d'Estrées a oa pried-kleiz ar roue Herri IV a Vro-C'hall, a oa dimezet da Marguerite de Valois ("la reine Margot"). Met ar roue ne veve ket gant e wreg abaoe ur pennad mat.
Pevar bugel en doe ar roue diganti.
A-hervez eo-hi a levezonas ar roue evit meur a dra:
- dilezel ar relijion brotestant, evit gallout dont da vezañ roue;
- dibab Sully da vinistr, un dibab eus ar c'hentañ,
- sinañ Skrid-embann Naoned, a roe frankiz relijiel d'ar brotestanted, en desped da enebiezh ruz an Iliz.
- « Gabrielle d'Estrées », e Dictionnaire universel d'histoire et de géographie, 1878.
- Wolfram Fleischhauer. - Die Purpurlinie. - Stuttgart : 1996. - 408 pp. La ligne pourpre : 2005, JC Lattès.