Gabrielle d'Estrées hag ur c'hoar dezhi |
Livour dianav — Dibenn 1593 pe deroù 1594 |
Eoul war lien - 96 x 125 cm |
Musée du Louvre, Paris, Bro-C'hall |
Gabrielle d'Estrées gant ur c'hoar dezhi zo un daolenn eus Skol Fontainebleau a voe livet er XVIvet kantved ha miret e Mirdi al Louvre e Pariz, ma weler Gabrielle d'Estrées, a greder, da lavarout eo serc'h ar roue gall Herri IV a Vro-C'hall, o kibellat gant unan eus he c'hoarezed, an dugez a Villars[1].
N'ouzer ket gant piv e voe livet an daolenn, war-dro 1594. En tu dehou emañ Gabrielle d'Estrées.
En o noazh emañ an div vaouez, hag evel ma oa ar c'hiz betek dibenn an XIXvet kantved (Gustave Courbet), ez eus kavet un abeg da guzhat moudenn ar maouezed. Anaout a reer Gabrielle diouzh he c'hoar :
Evit karantez ar roue hag e bried-kleiz a zo diskouezet gant al livadur ouzh ar voger a-dreñv hag ar walenn roueel.
Taolenn an dornioù kleiz eo : hini ar c'hoar o piñsat ar vronn, hini an dorn gwalennet, hini ar vatezh o wriat.
Ouzhpenn-se, war ar poltred en diadreñv e weler gaol un den en e noazh ivez. Kontet e vez emañ o terc'hel e galc'h en e zorn. E gwirionez ez eus un tamm lien ruz war e c'haol.