Gaillimh

Kreiz-kêr Gaillimh (an Fhaiche Mhór)

Gaillimh (distaget: ˈɡalʲɪvʲ] en iwerzhoneg) a zo ur gêr vras eus kornaoueg Iwerzhon, e proviñs Connacht hag e kontelezh Gaillimh, war an aod, anvet Galway e saozneg (distaget: [ˈgɔlweɪ]). C'hwec'hvet brasañ kêr Iwerzhon eo, gant 75 529 a dud o chom e kêr, ha 76 778 ma konter an trowardroioù (2011).

Meneget eo ar gêr en danevell Ar Follez Yaouank bet skrivet gant Fant Rozeg (Meavenn), hag anvet Galliv, hervez doare-skrivañ ar brezhoneg.

Liammoù etrebroadel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gevellet eo Gaillimh gant ar c'hêrioù-mañ[1]:

Bro Kêr abaoe
Breizh an Oriant 1975
Stadoù-Unanet St. Louis 1977
Stadoù-Unanet Seattle 1986
Bro-Saoz Bradford 1999
Stadoù-Unanet Cambridge 1994
Stadoù-Unanet Chicago 1997
Danmark Aalborg 1997
Stadoù-Unanet Milwaukee 2001

Liammoù mignoniezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro Kêr abaoe
Sina Qingdao 1999
Zeland-Nevez Auckland 2002
Kanada Moncton 2002
Bro-Skos Sruighlea 2012
Stadoù-Unanet Menio Park 2013

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]