Titl | Galactica 1980 |
---|---|
Diazezet war | Battlestar Galactica |
Tachenn | stirad skinwel skiant-faltazi |
Krouet gant | Glen A. Larson |
Skigner orin | American Broadcasting Company |
Bro orin | Stadoù-Unanet |
Yezh orin ar film pe an abadenn skinwel | saozneg |
Deiziad kregiñ | 27 Gen 1980 |
Deiziad echuiñ | 4 Mae 1980 |
Sevener | Daniel Haller, Sidney Hayers, Ron Satlof, Vince Edwards |
Senarioour | Jeff Freilich |
Sonaozer | Stu Phillips |
Amleder | NBCUniversal Syndication Studios |
Lec'h an istor | Los Angeles |
Tudennoù | Commander Adama, Lieutenant Boomer |
Media franchise | Battlestar Galactica |
Galactica 1980 zo ur stirad skinwel skiant-faltazi stadunanat kement hag ur spin-off eus ar stirad skinwel orin Battlestar Galactica embannet e 1978. Skignet e oa bet evit ar wech kentañ war ar chadenn ABC e Stadoù-Unanet Amerika etre ar 27 a viz Genver hag ar 4 a viz Mae 1980. Padet e oa 10 lodenn nemetken.
Ur c'hampagn lizhiri bras a oa bet evit sevel a-enep nulladur ar stirad skinwel Battlestar Galactica diazez e 1978. Dre ma ne oa ket boas tamm ebet seurt doareoù evit stourm a-enep un nulladur er skinwel e 1979, ABC a oa bet souezhet mat ha rediet da adsoñjal war nulladur ar stirad. Goude emvodoù lies e oa bet kelaouet Glen A. Larson ganto evit gwelet penaos kavout un diskoulm. An diskoulm a oa bet ur stumm skañvoc'h ha marc'hadmatoc'h.
An istor a grog pemp bloaz goude lodenn ziwezhañ Battlestar Galactica 1978, anvet The hand of God.
Lodenn | Titl | Sevener | Senario | Stadoù-Unanet Skignadur gentañ | Stadoù-Unanet Fin ar skignadur |
Lodennoù |
1 | Battlestar Galactica 1978 | Donald Bellisario dreist-holl met meur a sevener | Glen A. Larson | 17/09/1978 | 29/04/1979 | 24 |
Nullet e voe dre ar vank a arvesterien. | ||||||
2 | Galactica 1980 | Sidney Hayers ha Sigmund Neufeld, Jr. dreist-holl | Glen A. Larson | 27/01/1980 | 04/15/1980 | 10 |
Adlañset met nullet e voe dre ar mank a arvesterien. |
|