Deiziad krouiñ | 1987 |
---|---|
Anv | Galaxie 500 |
Deroù ar prantad labour | 1987 |
Pladennrolladur | Galaxie 500 discography |
Lec'h diazez | Cambridge |
Tachenn | alternative rock |
Label sonerezh | Rough Trade |
Bro orin | Stadoù-Unanet |
Dezverket dre | strollad rock |
Galaxie 500 a oa ur strollad slowcore – dream pop amerikan savet e 1986 ha divodet e 1991 goude bet embannet teir fladenn.[1]
Ar gitarour Dean Wareham, an tabouliner Damon Krukowski hag ar sonerez gitar boud Naomi Yang a gejas e Dalton School e New York City, met a-fet sonerezh e krogjont da seniñ asambles pa oant e skol-veur Harvard.[1][2],[3] Wareham ha Krukowski a sone en ur strollad anvet Speedy and the Castanets, met ar soner gitar boud a oa aet kuit. Yang a grogas neuze da seniñ ganto, ha kemmet e voe anv ar strollad evit dont da vezañ Galaxie 500, diwar anv karr ur mignon dezho (Ford Galaxie 500, ur c’harr eus ar bloavezhioù 1960).[1]
Sonadegoù kentañ ar strollad a voe e Boston hag e New York, hag un demo a enrolljont hag a gasjont da Mark Kramer, hag eñ e penn an ti-embann 'Shimmy Disc'. Asantiñ a reas produiñ o fladenn.[1] Gantañ ec’h enrolljont neuze o single anvet "Tugboat" single hag "Oblivious" fleksi-disc. O albom kentañ, and moved on to record Today e ditl, a enrolljont da heul. Embannet e voe gant Aurora .[2] E 1989 e voent degemeret gant Rough Trade, hag e lakajont embann o eil pladenn, On Fire e ditl, gwelet evel sonerezh "lo-fi gant levezon Jonathan Richman ha hini The Velvet Underground",[2] ha gwelet eo evel o fladenn wellañ.[1] On Fire a voe degemeret mat-tre er Rouantelezh-Unanet (7vet plas en UK Indie Chart), met ne voe ket degemeret ken mat er Stadoù-Unanet : rebechoù evit a sell ouzh mouezh Wareham a voe.[4],[5]
Galaxie 500 a enrollas div Beel Session, an div a c’haller klevout war an albom anvet Peel Sessions. O doare da seniñ "Don't Let Our Youth Go To Waste" (ton bet krouet gant Jonathan Richman) a voe votet niverenn 41 e-pad Festive 50 e 1989[6]. Divodet e voe ar strollad e 1991 goude bezañ bet embannet e drede albom anvet This Is Our Music, Wareham quitting the band after a lengthy American tour.[2][3] Pladennoù Galaxie 500 a voe embannet er Rouanteelezh-Unanet hag er Stadoù-Unanet gant an ti-embann dizalc’h Rough Trade. Pa reas freuz-stal e voe prenet an enrolladennoù orin gant Krukowski ha Yang, hag int a lakaas adembann o fladennoù gant Rykodisc e 1997.
Sonerezh Galaxie 500 a zo eeun da vat, ha n’eo ket o barregezhioù evel sonerien a gont, met kentoc’h an aergelc’h, a-drugarez da zoare produiñ Kramer. A-fet levezon e c’haller menegiñ The Velvet Underground ha Jonathan Richman.[2][4] In interviews on the Galaxie 500 DVD Don't Let Our Youth Go to Waste, Wareham a lavar eo bet levezonet ivez gant Spacemen 3.
Wareham a grogas da broduiñ pladennoù, labourat a reas gant Mercury Rev. Ur bladenn single, "Anesthesia" he zitl, a lakaas embann e miz C’hwevrer 1992, ha sevel a reas ur strollad nevez anvet Luna. Krukowski ha Yang a gendalc’has da enrollañ pladennoù dindan an anv Pierre Etoile da gentañ, ha Damon and Naomi da c’houde. Seniñ a reont ivez er strollad anvet Magic Hour.[2]
Ur bern strolladoù indie a zo bet levezonet gant Galaxie 500, en o zouez ar strollad Low.[4] E-barzh "Stratford-on-Guy" kanet gant Liz Phair e klever, "And I was pretending that I was in a Galaxie 500 video." E-barzh "Dr. Troll" gant Xiu Xiu, e klever "Listen to On Fire and pretend someone could love you." Ar strollad anvet The Submarines en deus sonet "Tugboat" e-kerzh un iTunes Live Session EP. Pladenn The Brian Jonestown Massacre anvet And This Is Our Music a zo un doare da enoriñ Galaxie 500.[4] Hervez Thurston Moore ez eo Today pladenn c'hitar gwellañ 1988[7].
Sed aez ar c’hanaouennoù bet krouet gant tud all ha bet sonet en-dro gant Galaxie 500 :