Galloudoù kreiz

Vereinte Kräfte führen zum Ziel ("Ar galloudoù unanet a gas d'ar pal") — Pennoù ar Mittelmächte (a gleiz da zehoù) : Kaiser Gwilherm II (Impalaeriezh alaman) ; Kaiser Franz Joseph Iañ (Aostria-Hungaria) ; Sultan Mehmet V (Impalaeriezh otoman) ; Tzar Ferdinand Iañ (Bulgaria)

Ar galloudoù kreiz a oa ur c'hevredad etre lod pennoù impalaerel e-pad ar brezel-bed kentañ, e-keit ma veze graet Emglev an teir bro eus o enebourion.

Ar c'hevredad milourel-mañ a oa anvet evel-se peogwir e veze dalc'het an tiriad e kreiz Europa gant an daou gevredet e penn ar jeu, an Impalaeriezh alaman hag Aostria-Hungaria. Diwezhatoc'h e voe degemeret ganto an Impalaeriezh otoman ha hini Bulgaria.
En alamaneg e vez graet Mittelmächten ("Galloudoù kreiz"), Zentralmächte (idem) pe Vierbund ("Bagad ar pevar") eus ar c'hevredad-mañ.