Ar Gangani a oa ur bobl geltiek, brezhonek pe c'houezelek, a veve en Enez Vreizh, e ledenez Llŷn e gwalarn Kembre.
Marteze e oa lod ivez en Iwerzhon, e kontelezhioù Luimneach ha Clár. Marteze ivez e oant ur skourr eus an Ordovices.
Hervez an douaroniour Ptolemaios e oant o chom e Ganganorum Promontorium, “beg-douar ar Gangani”, evel ma ra eus Llŷn, koulz hag e gwalarn Iwerzhon.