Iskevrennad eus | furm |
---|---|
Anv berr | GEN |
Enebet ouzh | non-genitive |
Er yezhoniezh e vez implijet an termen troad c'henitivel, genitiv pe tro-c'henel (saoz.: genitive case) evit komz eus un droad yezhadurel pennañ a dalvez da verkañ ar fed m'emañ un anv-kadarn da vezañ stag ouzh un anv-kadarn all.
Daoust ha ma talvez puerliesañ ar genitiv da verkañ ul liamm perc'henniezh etre an dou anv-kadarn stag an eil ouzh egile ganti, n'eo ket hemañ e arc'hwel nemeti dre ret hag implijoù resis all e c'hell kaout ivez o kemmañ a yezh da yezh. Disheñvel eo neuze ar genitiv diouzh an droad-perc'hennañ hag an droad perc'hennet dre ma ne c'hell talvezout an troadoù-se nemet da verkañ ul liamm perc'henniezh.
Unan eus implijoù all ar genitiv eo ar fed ma c'hell talvezout da sevel adverboù, da skouer.
E-touez an arc'hwelioù liammet ouzh ar genitiv emañ ar re-mañ:
Implijet e vez ar gennitiv gant meur a yezh dre ar bed, en o zouez: an arabeg, an armenieg, an euskareg, an tchekeg, ar finneg, ar jorjieg, an alamaneg, ar gresianeg, an islandeg, an iwerzhoneg, al latin, al latveg, ar poloneg, ar roumaneg, ar ruseg, ar sañskriteg hag an turkeg.
Implijet e vez an droad c'henitivel gant ar yezhoù baltek-finnek, en o zouez ar finneg hag an estonieg, da skouer:
Enebet e vez ivez ouzh an droad partitivel, merket gant al lostger "-(t)a", da skour
Meur a implij he deus ar c'henitivel e vez ar genitiv er yezhoù slavek, en o zouez ar ruseg hag ar poloneg, estreget an implij perc'hennañ pennañ:
Implijet e vez ar genitiv gant yezhoù germanek 'zo, en o zouez an alamaneg hag an islandeg, da skouer:
E turkeg ec'h implijer ar genitiv, merket gant al lostger "-(vogalenn)n", evit merkañ ar perc'hennañ, implijet ur wezh pa vez amstrizh an anv-kadarn perc'hennet, ha div wezh pa vez strizh, da skouer:
En arabeg ne vez implijet ar genitiv nemet er yezh lennegl, da skouer:
Implijet e vez ivez ar genitiv a-gevret gant araogennoù resis, da skouer: