Geococcyx californianus

Geococcyx

californianus


Geococcyx californianus


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Aves
Urzhad : Cuculiformes
Kerentiad : Cuculidae
Genad : Geococcyx
Anv skiantel
Geococcyx californianus
(Lesson, 1829)
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Geococcyx californianus ("koukoug-douar Kalifornia") zo ur spesad evned e-touez ar c'herentiad Cuculidae. A-gevret gant Geococcyx velox ez eo unan eus an daou spesad a zo er c'herentiad.

Tapet en devoa brud er bed a-bezh en abeg d'an dudenn tresadennoù-bev The Road Runner (a-gevret gant ar c'hoiot Wile E. Coyote) krouet gant ar Stadunanad Chuck Jones e 1949.

Fosiloù eus an Holoken hag ar Pleistoken zo bet kavet en SUA (Arizona, Kalidornia, New Mexico, Texas) hag e Mec'hiko (Nuevo León) ; da 33 590 vloaz ez eo bet lakaet oad ar fosil koshañ, bet kavet en ur vougev e Nuevo León[1].

Goude studiañ relegoù e ouzer e veve al labous e koadegi distank betek -8 000 a-raok en em ober ouzh gouelec'hioù strouezhek. Abalamour da adstummadur e annezadur gant mab-den ez eo krog Geococcyx californianus da zivroañ da walarn e dakadoù boas, ma'z eus koadegi distank evel e mervent Norzhamerika er ragistor[2],[3]

Doareoù pennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Mentoù

Brasañ koukoug Amerika eo Geococcyx californianus.

  • Hirder : 52-62 cm
  • Hed-eskell : 43-61 cm
  • Uhelder : 25-30 cm
  • Pouez : 221-538 g
Neuz

Gell roudenet du eo laez ar c'horf ; gwenn pe gell splann roudennet gwell teñval eo ar gouzoug ha laez ar bruched ; gwenn eo ar c'hof. Heñvel ouzh re ar pared eo pluñv ar parezed, daoust dezho bout bihanikoc'h.

Ur gribenn c'hell zo war ar penn, ha kroc'hen noazh glas hag orañjez zo a-drek pep lagad. Hir ha kreñv eo ar pigos gell-gris, ha krogek un tamm eo er beg.

Pevar biz zo ouzh pep pav hir : daou dirak ha daou a-dreñv.


  • ██ Tiriad Geococcyx californianus
  • En tachennoù kras a gaver eus mervent Stadoù-Unanet Amerika da greisteiz Mec'hiko, eus 61 m a-is live ar mor betek 2 300 m a-us live ar mor, e vev al labous. Dibaot a wech ez eo bet kavet a-us 3 000 metr. Plijet e vez gant tachennoù ma n'eus ket muioc'h a 50% a c'hlasvez er gorread, ha ma ne vez ket uheloc'h ar plant eget 3 metr.

    Boued

    A-drugarez d'e dizh e c'hall al labous tapout amprevaned, kevnid, kruged, milkrabaned ha loened brasoc'h (glazarded, logod, naeron) ha zoken laboused bihan evel kolibried. N'en deus ket aon rak debriñ naeron binimus evel naered-ourouler[4] ; gagnaouer e vez Geococcyx californianus a-wechoù[5].

    E 1929 ar barner Benjamin Howell a skivas en e zeizlevr : "pa wel ur c'houkoug-douar un naer-ourouler e tastum tammoù kaktuz hag en o laka tro-dro d'an naer evit sparlañ pep hent dezhi."[6]

    Gouennañ

    Digenvez e vez al labous a-raok kavout par be barez. Padus e vez ar c'houbladoù, a zifenn un tiriad ken ec'hon ha 700-800 m² ; boas eo ar par da huchal evit gouzaviñ pep kevezer, ha gouest eo da skarzhañ kement estrour. Lod tiriadoù a vez difennet a-hed ar bloaz.

    E Texas e vez fardet an neizhioù kentañ, e miz Meurzh ; diwezhatoc'h-diwezhatañ e vez graet a-feur ma saver war-du an norzh. A-gevret e sav ar par hag ar barez o neizh : ar par o tastum danvez hag ar barez o sevel. Leurennoù savet war gaktuzennoù pe vodennoù eo an neizhioù graet gant briñsoù dreinek ha bourrellet gant geot, gwriziennoù, kroc'hen naeron, pluñv ha danvezioù skañv all.

    Etre 3 ha 6 vi a vez dozvet en neizh, a ziglor goude teir sizhun. En neizh e chom ar ploged e-pad teir sizhun c'hoazh kent mont kuit. A-wezhoù e vez un eil neizhiad pa vez kalz boued en un hañvezh gleb.

    Gwrezreoliañ

    Ul labous deiz eo Geococcyx californianus, setu e vev en un endro krin ha kras ; gant gwrezreoliañ e ra neuze evit treuzvevañ er gouelec'h, da lavaret eo mirout ouzh e gorf a vout re sec'h ha re domm.

    Pa vez tomm-gor an devezhioù e vez oberiant adalek sav-heol betek kreiz ar beure kent mont da guzh en disheol ; oberiant e vez a-nevez eus ar pardaez da serr-noz. Mar bez re fresk da c'houloù-deiz e tomma d'e izili dre dommheoliañ, e bluñv difoupet da ziskouez e groc'hen du, e-pad div eurvezh pe deir. Kement-se a ra meur a wech en deiz pa vez re yen anezhi evitañ, eleze e-tro 20.

    Nij

    Gouest eo Geococcyx californianus da nijal e-pad berr amzer, met war an douar e vez peurliesañ, ma c'hall redek ker buan ha 32 km/h[7] war hedoù bras. Pa vez o redek e laka e benn hag e lost a-stur gant an douar, e lost o talvezout da stur evit kemmañ hent. Gwell e vez d'al labous redek war dachennoù digor (naozioù sec'h, douaroù start, hentoù) eget war dachennoù ma vez stank ar glasvez. Nijal a ra gwech ha gwech all koulskoude, evit diskenn eus ul lec'h uhel : ur wezenn, ur savadur bennak. Gouest eo da nijal a-hed 12-15 metrad etre daou glud.

    Levrlennadur

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    • (en) Cornett, James W. The Roadrunner. Palm Springs : Palm Springs Desert Museum, 2001 (ISBN 978-0-937794-31-9)
    • (en) Hayes, Benjamin (1929) & Tisdale Wolcott, Marjorie. Pioneer Notes From The Diaries Of Judge Benjamin Hayes, 1849-1875. Los Angeles : McBride Printing Compagny, 2011 (ISBN 978-1-258-20716-8)
    • (en) Howell, Steve N.G. & Webb, Sophie. A Guide to the Birds of Mexico and Northern Central America. Oxford : Oxford University Press, 1995 (ISBN 978-0-19-854012-0)
    • (en) Maxon, Martha Anne. The Real Roadrunner. Norma : University of Oklahoma Press, 2005 (ISBN 978-0-8061-3676-9)

    Liammoù diavaez

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Commons
    Commons
    Muioc'h a restroù diwar-benn

    a vo kavet e Wikimedia Commons.

    1. (en) Harris, Arthur H. & Crews, Celinda R. Cockling's Roadrunner – A subspecies of the California Roadrunner?, in 'The Southwestern Naturalist, 28(4):407-412, 09/12/1983. Kavet : 17 Here 23.
    2. Maxon, op. cit., p. 124.
    3. Howell & Webb, op. cit., p. 350. Kavet : 17 Here 23.
    4. Cornett, op. cit.
    5. (en) 'Greater Roadrunner'. Kavet : 17 Here 23.
    6. Howell, op. cit., p. 132.
    7. (en) 'Speed of animals'. Kavet : 17 Here 23.