Poltred Geoffrey Chaucer (XIX vet kantved), Levraoueg Vroadel Kembre .
Geoffrey zo un anv-badez saoznek roet d'ar baotred, kar d'an anv brezhonek Jafrez . Dont a rafe eus ar c'hrennc'halleg Geoffrei, hag a zeufe eñ eus ar frankeg Godefrid.
Jeffrey zo ur stumm saoznegaet all. An daou stumm-se zo berraet e Jeff ha Geoff a-wechoù gant ar saoznegerien a-vremañ.
Geoffrey eo anv saoznek kalz konted Anjev, sellout Jafrez . En o zouez emañ Jafrez V , diazezer an tiegezh Plantagenet a renas war Bro-Saoz e-pad kantadoù,
Geoffrey of Monmouth , stumm saoznek Jafrez Menoe , istorour eus an XII vet kantved ,
Geoffrey Chaucer (1343-1400), barzh ha skrivagner saoz, skrivet gantañ Istorioù Kêrgent ,
Geoffrey Roberts (g. e 1952), istorour saoz,
Geoffrey Blake , anv meur a zen,
Geoffrey Oryema (1953-2018), soner ha kaner ougandat .