Reizh pe jener | paotr ![]() |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Rouantelezh-Unanet ![]() |
Anv-bihan | Geoffrey ![]() |
Anv-familh | Roberts ![]() |
Deiziad ganedigezh | 18 Gen 1952 ![]() |
Lec'h ganedigezh | Londrez ![]() |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg ![]() |
Micher | istorour ![]() |
Tachenn labour | international relations ![]() |
Bet war ar studi e | Skol-veur Harvard, Addey and Stanhope School ![]() |
Prizioù resevet | Fulbright Scholarship ![]() |
Lec'hienn ofisiel | https://geoffreyroberts.net ![]() |
Geoffrey Roberts lesanvet Geoff[1] (bet ganet e Londrez e 1952) a zo un istorour saoz eus an Eil Brezel-bed. Arbennik eo a-zivout an istor diplomatel ha milourel soviedel[2]. Kelenn a ra an istor a-vremañ e Skol-Veur Korkig en Iwerzhon, lec’h m’eo bet e penn Rann an Istor.
Roberts a vez burutellet gant Andrew Bacevich, en doa embannet en un atersadenn d'an National Interest e oa tuet an istorour war-zu Stalin. Implij a rafe rik gerioù pennoù bras an URSS hep burutelladenn istorel en e skridoù ar pezh a nullfe talvoudegezh istorel e labourioù. Hervez Jonathan Haslam, Roberts a gred re en dielloù soviedel adsavet ganto ha mont a ra re bell gant klozadurioù e labourioù: reiñ a ra da welet ur sell untuek hep reiñ da ziskouez un istor klok eus an darvoudoù. En em zifenn a ra Roberts da vezañ ur stalinour, klask a ra kaout e sell dezhañ war Stalin hag istor an URSS en ur embann e vefe bet kaset d'ar Goulag ma vefe bet keodedour soviedat d'ar mare-se[3].