Gewehr 98 | |
---|---|
Ur fuzuilh Gewehr 98 kinniget e mirdi an arme e Stockholm (Sveden) | |
Kinnig | |
Bro | Impalaeriezh Alaman |
Doare | Fuzuilh |
Mont en-dro | Tennata dre zorn, dre vorailh |
Munision | 8 × 57 mm Mauser |
Produerien | Mauser Deutsche Waffen- und Munitionsfabriken Arsanailh Spandau Arsanailh Amberg Arsanailh Dantzig Arsanailh Erfurt |
Mare implij | 1898–1935 (Alamagn) |
Pouez ha muzulioù | |
Mas | 4,200 kg |
Hirder | 1.250 mm |
Hirder ar c'hanol | 740 mm |
Perzhioù all | |
Hed-tenn pleustrek | 500/600 m |
Tizh mont e-maez ar boledoù | 640 m/s |
Endalc'h | Laonenn-gargañ 5 kartouchenn |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | C |
Ar Gewehr 98 (Fuzuilh 98) zo ur fuzuilh tennata dre zorn ijinet gant an Alaman Paul Mauser er bloavezhioù 1890. Brudet eo an arm evit bezañ bet implijet gant an armeoù alaman a-hed brezelioù hanterenn gentañ an XXvet kantved, hag evit kalite e blatinenn a vez implijet c'hoazh en armoù a-vremañ.[1]
E Frañs e voe ijinet ar poultr hep moged gant Paul Vieille e 1886, ha diouzhtu goude e voe savet ar fuzuilh Lebel da dennañ splet eus an ijinadenn nevez. D'ar memes mare, en Impalaeriezh alaman, ar soudarded a oa o paouez bezañ pourvezet gant fuzuilhoù Mauser 1871/84 savet evit bezañ implijet gant poultr du. Pennoù bras an arme alaman a zivizas keñveriañ anezhe ouzh ar re Lebel, ha buan e komprenjont e oa gwelloc'h ha modernoc'h an arm gall.[2]
Diwar-neuze e klaskas an Alamaned ijinañ o foultr hep moged. E fin 1887 e voe kavet ur rekipe gant ar c'himiour Max Duttenoffer hag anvet ar meskaj nevez GBP (Gewehr Blättchen Pulver, Poultr e Pailhour evit ar Fuzuilhoù). Buan-kenañ e voe choazet ur fuzuilh nevez azasaet ouzh ar poultr-mañ evit an arme, ar Gewehr 88, savet gant ar major Armand Mieg eus arsanailh Spandau, ha kopiet diwar ar Mannlicher Mod. 1886. Ne voe ket amprouet mat ar fuzuilh siwazh, ha c'hoarvezout a reas meur a zarvoud pe gwallzarvoud-tennañ ganti er bloavezhioù war-lerc'h.[2]
E 1897 e kinnigas an embregerezh Mauser ur fuzuilh nevez da vodadoù an arme alaman. Ur wikefre dre vorailh a oa ganti. Kambret e oa evit kartouchennoù 8 × 57 mm ha pourvezet an arm gant laonennoù-kargañ 5 kartouchenn[3]. Ur c'houch reoliek etre 200 ha 2.000 metr a oa montet warni. Dibabet e voe gant an arme ha roet d'ar soudarded adalek 1898 dindan an anv ofisiel Gewehr 98. E 1905 e voe kemmet da c'hellet kambriñ ar munisionoù begek 8 × 57 mm is nevez.
Arm-skoaz standart an droadeien alaman e voe ar Gewehr 98 e-pad ar Brezel-bed kentañ. War-dro 9 milion a skouerennoù anezhi a voe produet. Lod a voe ezporzhiet da veur a vro evel Turkia, Mec'hiko pe Brazil.
E 1935 e kemeras ar Karabiner 98k plas ar Gewehr 98 evel arm-skoaz standart an arme alaman, met implijet e voe hemañ memestra e-pad an Eil Brezel-bed.