Brudet eo e levr Le Vite (pe Le Vite de' più eccellenti pittori, scultori e architettori), diwar-benn buhez arzourien italian e amzer, ar c'hentañ levr diwar-benn istor an arz. Muioc'h e oa priziet e livadurioù en e vev eget en amzer-vremañ.
Ganet e oa e ti tud dister, hag erbedet e voe gant e genderv Luca Signorelli da vont da ziskibl gant Guglielmo da Marsiglia da zeskiñ ar vicher livañ gwer.
D'e 16 vloaz e voe kaset gant ar c'hardinal Silvio Passerini d'ober e studi da Firenze gant Andrea del Sarto hag e ziskibien arall Rosso Fiorentino ha Jacopo Pontormo.
Ober a ras anaoudegezh gant Michelangelo, ha levezonet bras e voe gantañ.
E 1529 edo e Roma o studiañ oberennoù Raffaello hag arzourien all an Azginivelezh roman .
Implijet e voe gant tud an tiegezh Medici e Firenze hag e Roma, ha labourat a reas ivez e Naplez hag en Arezzo.
Brudet eo e levr Le Vite de' più eccellenti pittori, scultori e architettori) (1560-1570), un oberenn a bouez, embannet e 1550 evit ar wech kentañ, adembannet e 1568. Urzhiañ a ra an arzourien zo bet en e raok pe ar re zo kempred gantañ gant ur sell istorel.