Giovanni Paolo Sforza, pe Giampaolo Sforza (1497 - 1535), a oa condottiero italian er XVIvet kantved.
Mab bastard e oa da Ludovico Sforza ha d'e serc'h Lucrezia Crivelli.
E 1513, pa voe adsavet an dugelezh ur pennadig gant e hantervreur Massimiliano e Milano, e kemeras perzh e difenn kêr Novara ouzh ar C'hallaoued. Pa voe graet kemend-all gant e hantervreur all Francesco II e 1525, e voe gronnet Giovanni Paolo er c'hCastello Sforzesco gant soudarded spagnol Antonio de Leyva; tri bloaz goude e voe gronnet c'hoazh gante e Lodi, met trec'h e voe en taol-se. E 1532, goude peoc'h Bologna etre Francesco ha Karl V, e voe anvet da varkiz Caravaggio.
Tri bloaz goude marv e vreur Francesco II Sforza, dug Milano, e 1535, e c'houlennas Giovanni Paolo kaout an dugelezh, met mervel a reas a daol trumm e Firenze en un doare iskis. Lavaret e voe e oa bet kontammet gant de Leyva.
Dimezet e oa da Violante Bentivoglio (1505–1550) a ziskenne eus Galeazzo Maria Sforza (marvet e 1476) Dug Milano. Mab Giovanni, Muzio Iañ Sforza a voe markiz war e lerc'h e Caravaggio hag e kontelezh Galliate.