Ar gitar solo (lead guitar e saozneg), zo ur perzh sonerezh evit ar gitar e lec'h ma vez sonet hesonioù melodek, filloù (prantadoù sonerezh berr gant un ton ispisial evit derc'hel evezh ar selaouerien), soloioù gitar, ha riffoù e-touesk framm ur ganaouenn. Ar solo zo ur gitar eus an dibab, a sona en ur mod sklaer, notenn ha notenn, pe gant double-stop ("kordenn-doubl").[1] E sonerezh rock, heavy metal, blues, jazz, punk, fusion hag all e vez skoazellet kevrollenn ar gitar solo gant un eil gitarour a ra gitar-lusk, hag a ambrouga ar c'han gant kendonioù ha riffoù.