Gizah, en arabeg الجيزة (al-Gizah en Egipt, al-Jizah e lec'h all), a reer eus ur gêr eus Egipt lec'hiet war glann gleiz an Nil adal da gêr gozh Kaero. Brudet eo Gizah er bed a-bezh en abeg da biramidennoù bras — C'houfou, C'hefren ha Mikerinos an anv anezhe — ha d'ar Sfiñs. Lec'hiet war un uhelgompezenn, un nebeud kilometradoù diouzh kêr, e chom ar savadurioù-mañ evel testenioù gwirion eus sevenadurezh an Henegipt.
Hiziv ez eo Gizah pennlec'h ur broviñs, enni war-dro 2 500 000 annezad[1]. Deuet eo bremañ da vezañ ul lodenn eus meurgêr Kaero.
Sellet ouzh ar pennad Nekropol Gizah