Glaokos (Γλαῦκος e gregach, “skedus”) a oa mab d'ar roue Minos, roue Kreta, ha d'e wreg Pasifae.
Breur eo eta da Androgeos, Ariadne, Faidra, Deukalion, Katreüs, Akakallis ha Ksenodike.
Un deiz e oa o c'hoari, gant ur volotenn pe ul logodenn, ha setu eñ steuziet kuit a-greiz-holl. Beuzet e oa en ur jarlad mel ha ne oa ket bet kavet e gorf. Mont a reas e dud da welet orakl Delfi, hag a lavaras dezho: Ul loen burzhudus zo ganet en ho touez: an hini a gavo ouzh petra eo heñvel e gwirionez a gavo ar bugel hag a roio buhez dezhañ en-dro.
Soñjet e voe neuze en annoar ganet e-touez chatal Minos : honnezh a gemme he liv teir gwech bemdez: gwenn e veze da veure, ruz da greisteiz, ha du da noz.
Goulennet e voe kuzul digant an diouganer Polyidos a lavaras : « Heñvel eo al loen-se ouzh ur vouarenn o tareviñ ! », ha Minos d'e gas war-lerc'h e vab kollet. Pa deuas Polyidos en-dro gant korf ar bugel e voe goulennet outañ reiñ buhez dezhañ en-dro ha pa n'halle ket e voe lakaet en ur bez gant korf ar bugel.