Ur rouantelezh vrezhon lec’hiet war dro ar pezh a zo bremañ Glastonbury a oa Glastenning. Kontrolliñ a rae Somerset a-bezh moarvat hag un isrouantelezh eus Dumnonea e oa.
War-dro 550 e perc’hennas roue Dogfeiling - un isrouantelezh eus Gwynedd - Glastenning. E vab, Morfael ap Glast, a aloubas, gant skoazell e dad, Caer Luit Coyt (Latin Letocetum) e reter Pengwern hag unan eus e vreudeur a yeas da roue Pengwern a-bezh.
Goude 577 ha distrujadenn rouantelezhioù Caer Baddan, Caer Ceri ha Caer Gloui, e voe kinniget Glastenning gant Wessex, avat. Hemañ a stagas anezhañ a-raok penn ar VIIvet kantved.