Iskevrennad eus | semi-automatic pistol |
---|---|
Moranv | Drastic Plastic |
Bro orin | Aostria |
Dizoloer pe ijiner | Gaston Glock |
Manufacturer | Glock (embregerezh) |
Treset gant | Gaston Glock |
Lakaet er servij | 1982 |
Lec'hienn ofisiel | http://www.glock.com/ |
Ar Glock zo un rummad pistolennoù savet gant an embregerezh Glock eus Deutsch-Wagram, Aostria. Da gentañ holl e voe implijet gant lu ha polis ar vro-se adalek 1982 dindan an anv P80. Ur framm polimer zo gant ar pistolennoù-mañ. Dont a reas goude da vezañ an arm standard e armeoù ha polisoù meur a vro. Anvet eo ivez Glock Safe Action gant an embregerezh abalamour d'he draen dezhi ur pouez-loc'hañ uhel ha da dri live surentez.
Ar stumm diazez eo ar Glock 17, ijinet e 1980 gant Gaston Glock ha produet abaoe 1981. Pemp rummad Glock 17 a zo bet betek-henn[1].
Produet e voe da gentañ dindan an anv P80 evit arme Aostria a oa o klask un arm-dorn standart nevez. Framm ar bistolenn a oa e polimer, un danvez marc'had-mat, skañv ha solut war un dro, un arguzenn vat evit implijerien evel soudarded pe poliserien a zouge o arm gante bemdez. He skoer a oa lañset, da lavaret eo e veze adarmet anezhañ betek-gouzout ne vije ket bet skoet skoet mat ur gartouchenn. Hec'h endalc'h (17 + 1 kartouchenn) a oa e-touez ar re vrasañ war ar marc'had pa oa bet savet.
Un nebeud cheñchamantoù a voe degaset e framm an arm, evel ar pikoù war an dornell da aesaat an dornata.
Reilhoù a voe ouzhpennet d'ar framm da stagañ warni pezhioù ouzhpenn evel gouleier. Cheñch a reas an dornell da glotañ gwelloc'h ouzh stumm ar bizied.
Neuz danvez ar framm a cheñchas.
Kemmet e voe beskell toull ar c'harger da vuanaat ar pourvezañ, ha dilezet roudoù bizied ar rummadoù 3 ha 4[2].
Meur a adstumm eus ar Glock 17 orin a zo bet kinniget abaoe deroù ar bloavezhioù 1980. E 2024 e vez gwerzhet an adstummoù-mañ :[3]
Pa voe gwerzhet ar c'hentañ pistolenn savet gant tammoù plastik ne voe ket gwelet-mat gant marc'had an armoù. Soñjet e veze ne badje ket pell ur bistolenn blastik, ha gwelet e veze fall dre ma veze kredet ne c'halle ket bezañ diskoachet gant porchedoù surentez an aerborzhioù.
E 2018 e oa mestr Glock war 65% eus marc'had an armoù-dorn e Stadoù-Unanet Amerika evit an nerzhioù polis pe surentez[4]. Nerzhioù lu, aozadurioù surentez ha nerzhioù polis e 48 bro dre ar bed d'an nebeutañ a zo bet pourvezet gant pistolennoù Glock.