Ar gluten zo un hollad proteinoù a zo e kalz greun ed (gwinizh, segal, heiz...).
Deskrivet eo bet ar gluten e 1742 gant ar mezeg ha naturour italian Giacomo Beccari (1682-1766), kelenner skol-veur Bologna. Ar ger latin klasel gluten "peg", "glud", "gommenn" eo anv an hollad proteinoù bremañ ; glutine e oa er penn-kentañ.
Lod tud a c'houzañv allergiezhoù d'ar gluten, ret eo dezho chom hep debriñ boued gluten ennañ. Ur c'hleñved eo, gant redioù strizh a-hed ar vuhez rak kavet e vez gluten un tammig e pep lec'h e boued ar pemdez : ar bara, da skouer, hag ar boued greantel.