Glyn Tarell zo ur gumuniezh hag un draoñienn e kontelezh Powys, e Kembre. En em astenn a ra etre Merthyr Tudful hag Aberhonddu, e diabarzh Park Broadel Bannau Brycheiniog.
Er gumuniezh emañ kêriadennoù Libanus ha Llansbyddyd. Emañ torgenn Pen y Fan (886 m) e reter ar gumuniezh.
E 2011 e oa poblet gant 633 a dud, ha 90 anezho (14,7%) a oa kembraegerien[1].