![]() | |
Krouidigezh : | 2002 |
---|---|
Sez ar c'hevredad : | San Mateo {{er Stadoù-Unanet}} |
Gennadoù labourerezh : | Elektronek |
Produioù : | Woodman Labs, GoPro |
Kengreadur : | 985,7 milion dollar (2013)[1] |
Disoc'h rik : | 60,6 milion dollar (2013) |
Lec'hienn Web : | http://www.gopro.com |
GoPro, bet Woodman Labs araok, a zo un embregerezh diazezet e San Mateo e Kalifornia hag a werzh kameraioù munut « daouarn dieub », enepstokad ha didreuzus. Savet e oa gant Nick Woodman.
Priziet e vezont ar c'hameraioù-se gant pleustrerien ar sportoù dour, ar sportoù diroll, ar sportoù dre geflusker, hag ivez muioc'h-muiañ gant ar skiantourien hag evit an dudi.
E 2001 eo Nick Woodman ur C'haliforniat yaouank dilabour anezhañ, eus ur familh bankourien afer. Krog eo istor ar GoPro pa sav e soñj en em leurenniñ en ur surfiñ[2]. Sevel a ra ar c'hentpatromoù kentañ en e stal-labour gant kameraioù enepstokad ha senklennoù evit he stagañ ouzh ar c'horf pe ar penn.
E 2005 eo krouet gantañ Woodman Labs. Kregiñ a ra da lakaat e gameraioù er c'henwerzh. Roet eo evit netra un nebeud kameraioù da sportourien a-benn o frouadiñ. Buan ez eont da vezañ brudet e-touez faned ar sportoù diroll. Ar re-mañ a bost o videoioù war al lec'hiennoù rannañ videoioù.
Etre 2009 ha 2012 e tiboull GoPro 3 milion kamera er bed. D'ar 5 a viz Mae 2011 e gemer perzh meur a gevredad kevala-riskl, en o zouez Steamboat Ventures, en un estez postañ arc'hant e-barzh GoPro[3].
E miz Here 2012 e ro GoPro an dizolo war trede rumm e gamera HD Hero. Stummoc'h eo, ur c'hontroller wifi a zo gantañ ha kinnig a ra d'enrollañ videoioù betek un despizadur a 4K (4096 × 2160 piksel, 15 skeudenn tapet dre eilenn). E 2012 e teu war ar renk meur a gevezer, en o zouez Sony gant e Action Cam, war dazrann ar c'hameraioù treuz bro.
E miz Even 2014 eo darbennet GoPro er Yalc'h. Sevel a ra 427 milion dollar hag a dalvouteka an embregerezh da 2,95 miliard dollar[4].
Gallout a ra ar GoPro HD enrollañ ur video HD da 60/50 skeudenn dre eilenn e 720 p. Ur galite a 1920 × 1080 p en deus e 30/25 skeudenn dre eilenn.
Ur glozenn spesadel azas ouzh an 3D o deus ar patromoù GoPro HD ha GoPro hero 2 ha 3[5].
Gallout a ra ar GoPro HD2 enrollañ ur video da 25, 30, 48, 50, 60 skeudenn dre eilenn.
Wide VGA, 720p, 960p ha 1080p eo an diarunustedoù.
Heberzhded ar skeudenn hag an doareoù liesseurt d'e lakaat e bourzh o deus roet anezhañ da vezañ unan eus kaerañ kameraioù a gav ar sportourien.
Rikoù a bep seurt en deus evit e stagañ un tamm e pep lec'h[2]. Gwelet e vez e kalz kelaouadennoù skinwel pe abadennoù « war spluj » (o fal diskouez deomp ur micher war ar pemdez da skouer, pe santadennoù ur sport).
Amatourien pe tud a-vicher o klask filmañ dre ur gobari, un dron, ur viñsaskell pe ur c'harr-nij pellurzhiet a reont awalc'h gant ar c'hameraioù-se uhel o diarunusted.
Krog e oa skalfad ar GoPro HD Hero e miz Gwengolo 2010 ha n'eo ket echu c'hoazh.
An hini kentañ eo ar GoPro HD Hero da filmañ e despizadur uhel (1080p). Pourchaset eo gant ur c'houfr didreuzus betek 60 metr kenglotus gant ar GoPro Hero 2 (gant ar GoPro Hero 3 ne lavaran ket).
Mod | Diarunusted ar skeudenn (e pikseloù) | Frekañs (e fps) | FOV |
---|---|---|---|
R1 | 848 × 480 | 60 | 170° |
R2 | 1280 × 720 | 30 | 170° |
R3 | 1280 × 720 | 60 | 170° |
R4 | 1280 × 960 | 30 | 170° |
R5 | 1920 × 1080 | 30 | 127° |
Foto | 2592 × 1944 | 0 | 170° |
Gallout a ra ar GoPro Hero 2 filmañ gant ur perzhded uc'hek a 1080p, gant modoù diheñvel (film, foto, barad fotoioù, dilerc'hier hag all), gant skeudtapout gavael bras. Al lodenn vrasañ eus ar binvioù reizhañ a c'hall bezañ daskemmet (niver fotoioù dre eilenn, heberzhded skeudenn, video hag all). Degemer a ra kartennoù SD ur barregezh uc'hek a 32 Go ganto.
E tri stumm emañ an Hero 3 : White Edition, Silver Edition ha Black Edition. Ar patrom krec'h ar skalfad eo ar Black Edition. Ur c'haptor 12 milion piksel en deus ha gallout a ra enrollañ e 4K, 2,7K, 900p, 1080p, 960p, 720p ha Wide VGA. Ar Wi-Fi enframmet en deus evit kontroliñ ar c'hamera gant ur pellurzhier pe ur smartphone war-bouez un arload digoust (GoPro App). Reiñ a ra ar mod « Protune » eus ar c'hamera GoPro Hero 3 an tu da filmañ en ur diweredekaat an tretañ livventerel eus ar c'hamera a-benn tretañ e goudeproduiñ en ur mod efedusoc'h. Gallout a ra ivez ar Black Edition enrollañ ur video ha tapout fotoioù war un dro.
Ne ra ket ken an Hero 3 gant kartennoù SD evel e vreur bihan ar GoPro Hero 2. Mont a ra en-dro gant kartennoù mikro SD a c'hall stokañ betek 64 Go. Digonusoc'h eo ivez, en ur bezañ 25 % skañvoc'h ha 30 % bihanoc'h eget ar GoPro Hero 2.
E miz Here 2013 eo lañset an HD Hero 3+, e stumm Black Edition ha Silver Edition. Ar Black Edition en deus meur a ziarunusted video eus 720p (120 skeudenn dre eilenn) betek 4K (12,5 skeudenn dre eilenn). Kreskiñ a ra ivez ar gwelvaez (anvet « Super View »). Ar pack en deus atav ur pellurzhier Wi-Fi[6]. Ar Silver Edition, eus e du, en deus diarunusted o vont eus 720p (120 skeudenn dre eilenn) betek 1080p (60 skeudenn dre eilenn)[7]. Kalz efedusoc'h eo an daou batrom-se pa eo dister ar gouloù (gant ar mod « Auto Low Light »). Skañvoc'h ha bihanoc'h eo o c'hlozenn didreuzus eget hini an HD Hero 3. Hiroc'h a 30% eo buhez o batiri, ha spisoc'h eo ar filmoù.
Da echuiñ e c'hrata GoPro ur son gwelloc'h dre vihanaat trouzioù an avel.
Fin octobre 2014, GoPro présente la GoPro Hero 4. Elle est disponible en trois modèles :
Buan int bet degemeret ar re GoPro pe kameraioù par dezho war dachennoù a bep seurt, da skouer gant teknikourien ar peskvagerezh pe tud e karg enselladennoù aveadurioù beuzet, gant surjianedo filmañ un oberatadenn surjianel[8], gant enklaskerien e skiant sokial (a-benn da skouer studiañ ar c'hlasad gwelet gant daoulagad ur studier[9], pe gant skiantourien o studiañ penaos ar c'horf a c'hall herzel ouzh ar buanaat hag ar gorrekaat[10] pe o labourat en endro ar mor pe dindan ar mor (da skouer evit renabloù naturalour, evit arselliñ ar c'houral, pe c'hoazh studiañ ar gouloù distaolet gant ar bankadoù pesked[11] hag all) ouzhpenn an hentennoù klev pe doareoù all da arselliñ ar metoù dindan mor (ROV).
En em skuilhañ a ra fonnus seurt kameraioù. Ne oa ket deuzouto e Breizh araok 2007, hag e 2013 e kaver un 50 000 film bennak postet war YouTube pa skriver ar ger-alc'hwez « caméra embarquée » war al lec'hienn-mañ[12].
Techet eo muioc'h-muiañ a dud d'en em filmañ oc'h ober traoù arvestus pe risklus ha da lakaat o videoioù enlinenn. War meur a zachenn e kaver kement filmoù : sportoù diroll, lammat er goullo, krapañ e amveziadoù bevennat, chaseal (war an douar pe danvor)... Aesaet eo bet ar c'hiz-mañ, tost ouzh giz ar selfie, gant ar rouedadoù sokial. O klask sabatuiñ an dud, pe ablamour d'o narkisegezh, e kemeront paotr ar c'hamera pe an hini filmet riskloù diaviz, a-wechoù betek marv an den o filmañ pe tud all (skiourien war ur roudenn skiañ, alpaerien gordennet da skouer[13]).
Graet e vez gant ur GoPro er surf hag ar sportoù riklañ dre vras, en o zouez ar re graet er menezioù. Ar c'hoant sevel videoioù estlammus a lak sportourien zo da kemer riskloù. Lod a lavar e vefe dañjerus kaout ur c'hamera war an tokarn peogwir n'eo ket ken gwarezus evit ar penn, ha gwashaat an daraez klopenn zoken mar bez gwallzarvoud, evel e vije bet evit ar blenier Michael Schumacher[14].
En France les fédérations (qui ont parmi leurs objectifs et responsabilités de limiter au maximum le risque d'accident de chasse pour le chasseur et son entourage) [15]., en voulant parfois produire des images subjectif[15]. Pour les uns [16]. En 2013, la Fédération nationale des chasseurs de France (FNC) avait diffusé un communiqué appelant ses membres à ne pas utiliser ces caméras, selon elle, certains films montrant aussi des ou des images faisant que selon Pierre de Boisguilbert, porte-parole de la FNC qui fait aussi remarquer que si la caméra et fixée au canon (ce qui donne l'impression de "jeu vidéo", pour filmer, une personne, le chasseur doit aussi viser cette personne avec son fusil, ce qui est contraire au premier principe de sécurité à la chasse, au ball-trap ou au tir sportif, qui est de ne jamais viser une personne[16]. De plus, la caméra cache au chasseur une partie de son champ de vision dans l'angle de tir, et selon Nicolas Voyard dans les moments où le chasseur pense surtout à filmer, [17] avec en outre de possibles erreurs dont par exemple [17] ce qui peut être fatal en cas d'attaque d'un ours ou sanglier blessé, défendant ses petits ou son territoire ou se sentant acculé et menacé.
Pour toutes ces raisons, en 2014, le Préfet de l'Aisne, a pris un arrêté[18] interdisant tout type de caméra sur tout fusil ou carabine utilisées lors d' , mais sans interdire la caméra au front. Cet arrêté a été discuté dans le monde de la chasse où il a ses partisans et ses détracteurs (il a été attaqué devant le tribunal administratif d’Amiens par un vendeur de caméra Go Pro spécialisées pour la chasse, qui s'estime lésé par cette interdiction[17]). D'autres chasseurs ne souhaitent qu'une interdiction limitée aux actions de . Selon la fédération de l'Aisne, [17].
L'utilisation de caméra sous-marine pourrait de la même manière pousser des plongeurs à s'approcher de trop près de certains requins ou autres espèces ou lieux dangereux (épaves, grotte...), ou favoriser certaines pratiques de braconnage halieutique ou de surexploitation de ressources naturelles.
Gant seurt kameraioù eo bet filmet o muntroù gant un toullad torfedourien, hervez ar sizhunieg Marianne e 2014. En o zouez ar sponter Mohamed Merah, bet lazhet tud gantañ d'an 11, 15 ha 19 a viz Meurzh e Toloza ha Montalban. Kas a reas ur film 25 munut d'ar media Al Jazeera hag a nac'has skignañ anezhañ. Ret eo mennegiñ ivez Anders Behring Breivik hag a lazhas 77 den e Norvegia d'an 22 a viz Gouere 2011, ha Mehdi Nemmouche hag a glaskas filmañ e zorfedoù met hep dont a benn da lakaat en-dro e gamera[19]). Dilezel a reont ar vreudeur Saïd ha Chérif Kouachi ur c'hamera GoPro en o c'harr goude bezañ graet lazhadeg Charlie Hebdo d'an 7 a viz Genver 2015. Enrollañ a ra o isc'hoarer Amedy Coulibaly ur c'hemennad gant ur c'hamera GoPro araok skrapañ gouestlidi ha lazhañ 4 den en ur stal eus Dor Vincennes e Pariz an deiz war-lerc'h, d'an 9 a viz Genver 2015.