Gododdin

Ar Gododdin hag o amezeien
Yr Hen Ogledd pe "an Hanternoz kozh ". Kartenn eus hanternoz Enez Vreizh a-raok aloubidigezh ar Saozon
Enez Vreizh er bloaz 802. Lonket eo bet rouantelezh Gododdin gant Northumbria.

Ar Gododdin a oa ur bobl vrezhon a veve e biz Enez Vreizh (e kreisteiz Skos hiriv) hag a savas ur rouantelezh vrezhon e bro pobl ar Votadini, en hanternoz da Moger Hadrian, goude ma voe aet kuit ar Romaned. Amezeien e oant d'ar Bikted en hanternoz, da Vrezhoned Strat Clut er reter, ha re Bryneich er c'hreisteiz. Met aloubet e voe honnezh gant an Angled, ha diwar neuze e komzer eus Bernikia kentoc'h.

Gododdin zo ur ger kembraek a vremañ, diwar Guotodin en hengembraeg, ha Votadini e predeneg moarvat, hag e latin[1].

Manaw Gododdin

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Manaw Gododdin , a oa ur rouantelezhig dalc'het ganti ha Din Eidyn (pe Caer Eiddyn) dezhi da gêr-benn, hag a voe faezhet gant hec'h alouberien deuet eus Bernicia ha Deira en-dro da Catterick (Yorkshire), er bloavezh 638. Diwar-benn an emgann-se e voe savet e varzhoneg Y Gododdin gant Aneirin.

Ar Rouantelezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'oar ket sur betek pelec'h en em lede ar rouantelezh ent resis, met dre vras edo etre Stirling ha Bernikia. Ar re a oa e kornad Clackmannanshire a oa anavezet evel ar Manaw Gododdin (Watson, 1926; Jackson, 1969). Hervez a gonter edo ar rouaned o chom e daou lec'h: Traprain Law ha Din Eidyn (Edinburgh, a zo Dùn Éideann e gouezeleg), ha moarvat ivez e Din Baer (Dunbar). Pa'z eas kuit ar Romaned, war-dro 410, e kreder e voe kemeret Eburacum (York), kêrbenn an hanternoz roman, gant Coel Hen (Old King Cole). Hennezh, hervez Morris, a vije bet an diwezhañ eus an Duces Brittanniarum (Duged ar Vrezhoned) dindan ar Romaned. Gant se e teuas da vout ur seurt roue meur en hanternoz Britannia, hini ar Vrezhoned (hep ar Bikted), marteze bro ar Votadini. Honnezh eo ar vro a vo anvet Hen Ogledd pe Hanternoz Kozh. Goude e varv e voe rannet ar vro moarvat. War-dro 470 e oa aet douaroù ar Votadini d'ober rouantelezh Gododdin, hag ar c'hreisteiz, etre ar stêrioù Tweed ha Tees a deuas da vout Bryneich, pe Bernikia, a voe aloubet diwezhatoc'h hag a yeas da ober un darn eus Rouantelezh Northumberland .

Rouaned Gododdin

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude 470

  • Kynvelyn mab Arthwys mab Mar mab Ceneu mab Coel
  • Kynnwyt Kynnwydyon, mab dezhañ ;
  • Kynvelyn Drwsgyl, mab dezhañ ;
  • Clydno Eiddin, breur dezhañ .

Hervez David Nash Ford e oa heñvel rouaned Gododdin ha re Lothian, ha meneget int er 'Pedigree 16' eus Harleian MS 3859. Ar roue Lot pe Leudonus, an hini en deus roet e anv da Lothian, a zo meneget e anv e mojenn Sant Kentigern.

Cunedda, a savas Rouantelezh Gwynedd en hanternoz Kembre hervez ar vojenn, a vije bet ur pennkadour eus Manaw Gododdin hag ac'h eas war-du ar mervent[2].

Er VIvet kantved e voe aloubet Bryneich gant an Angled, ha diwar neuze e voe anavezet evel Bernicia. Klask a rae an Angled kreskiñ o rouantelezh war-du an hanternoz, diwar-goust ar Vrezhoned. War-dro 600 e kouezhas 300 brezelour eus Gododdin en emgann Catraeth (moarvat Catterick en North Yorkshire), hervez a gont ar barzh brezhon Aneirin en e glemmgan Y Gododdin.

E 638 e oa bec'h war gêr 'Din Eidyn', ha marteze e voe kemeret gant an Angled, rak seblantout a ra Gododdin bezañ bet dindan Bernicia diwar neuze. Petra a voe graet d'an dud, lazhañ pe sujañ, n'ouzer ket. Bernicia a deuas da vout ul lodenn eus Northumbria, hag e 954 e voe diskaret gant rouantelezh danat (viking) York. Goude-se ez eas d'ober ul lodenn eus Bro-Saoz unanet, met e 1018 e voe kemeret gant roue Bro-Skos Malcolm II betek ar stêr Tweed .

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Ian Armit (1998). Scotland's Hidden History (Tempus [in association with Historic Scotland]) ISBN 0-7486-6067-4
  • Kenneth H. Jackson (1969). The Gododdin: The Oldest Scottish poem (Edinburgh: University Press)
  • John Morris (1973). The Age of Arthur (London: Weidenfeld & Nicolson) ISBN 0-297-17601-3
  • Stuart Piggott (1982). Scotland Before History (Edinburgh: University Press) ISBN 0-85224-348-0
  • W.J. Watson (1926, 1986). The History of the Celtic Place-Names of Scotland: being the Rhind lectures on archaeology (expanded) delivered in 1916. (Edinburgh, London: W. Blackwood & Sons, 1926; Edinburgh: Birlinn, 1986, reprint edition). ISBN 1-874744-06-8

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Claudius Ptolemaeus, "Douaroniezh" (war-dro an Eil kantved)
  2. Nennius, "Historia Britonum" (war-dro an IXvet kantved)