| |||
---|---|---|---|
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Urzhad : | Artiodactyla | ||
Isurzhad : | Ruminantia | ||
Kerentiad : | Bovidae | ||
Iskerentiad : | Caprinae | ||
Genad : | Naemorhedus | ||
Anv skiantel | |||
Naemorhedus goral Hardwicke, 1825 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Goral Himalaya (Naemorhedus goral) a zo ur bronneg daskirier hag a vev e Pakistan, India, Nepal, Tibet, Bhoutan, Sina, ha, marteze, Myanmar.
Ur geotdebrer krenn e vent eo goral Himalaya, etre 80 ha 130 cm e gorf, 60-80 cm ouzh an draen, ha 25-30 kg a bouez ennañ. Kerniel lemm 15 cm, stouet war an a-dreñv, zo gant ar par koulz ha gant ar barez. Gell pe gris eo e vlevenn verr, gant ur roudenn deñvaloc'h war e gein hag un tarch sklaer war e c'houzoug.
Bevañ a ra war-dro 15 vloaz.
Ar par pennañ eo an hini nemetañ a c'hell parañ gant holl barezed ar strollad. En em gannañ a ra ar pared en ur glask gloazañ kostez o enebour gant o c'herniel. Ar gouennañ a c'hoarvez e miz Du ha miz Kerzu. Goude un dougen 6 miz e vez ganet ar menn nemetañ en nevez-amzer pa eo strujus ar vro. Dizonet e vez ar menn d'an oad a 4-5 miz. Ar par ne gemer ket perzh e sevel ar menned dre ma chom gant ar strollad nemet da vare ar gouennañ.
Oberiant eo dreist-holl abred diouzh beure hag e fin an deiz. Goude bezañ bet o peuriñ e tiskuizh ar goral e mougevioù.
Pa vez goloet an douar gant erc'h e ra ar goral gant e voj evit diskoachañ boued kentoc'h eget gant e bavioù.
Preizhet e vez gant loupard an erc'h, liñs Eurazia, ar bleiz gris, chas gouez hag an den (evit e gig, e c'hloan hag e groc'hen). E wad a vez priziet e medisinerezh ar reter.