Ur ouel zo ur pezh dilhad a vez lakaet gant ar merc'hed war o fenn hag a guzh o blev pe o dremm, pe an eil hag egile.
Kemm a ra ar gouelioù hervez ar broioù. Er broioù diorroetañ, broioù ar c'hornôg, pe Sina, pe Japan, ne vez ket douget gouelioù nemeur ken, nemet gant merc'hed a sevenadurioù deuet a vroioù all (islamek dreist-holl).
Un amzer zo bet e oa ar c'hiz d'ar merc'hed en Europa hag e Stadoù-Unanet Amerika da zougen ur ouel.
Goude ma veze goueliet ar seurezed ha leanezed holl gwechall n'eo ket gwir ken en hon amzer.
Er broioù islamek e vez gwisket gouelioù a guzh ar blev, pe ar blev hag an dremm. Anaout a reer: