Gourliamm

Ur gourliamm, pe ur liamm gourskrid, pe ul liamm traken a zo un daveenn en ur gourskrid a ro tro da dremen ent emgefreek eus an teul emeur o lenn d'un teul all liammet outañ. Implijet e vez ar gourliammoù er Gwiad Bed peurgetket evit reiñ tro da dremen eus an eil pajenn-wiad d'eben gant ur c'hlik hepken.

Ar gouliammoù o deus un orin hag ur pal. Pa vez gweredekaet elfenn orin ur gourliamm e c'heller tremen ent emgefreek d'e bal.

Peurvuiañ ez eo orin ar gouliamm un elfenn (ger, frazenn, skeudenn) eus un teul gourskrid. Ar pal a c'hell bezañ un elfenn all eus ar memes teul, lavaret e vez neuze ez eo ur gourliamm diabarzh. Un teul all, pe un elfenn resis eus un teul all zoken e c'hell bezañ ar pal ivez. Ne vezer ket sur ez eus eus ar pal-se gant reizhiadoù gourskrid zo : neuze e c'heller heuliañ gourliammoù torret, dall pe marv.

Graet e vez gourliamm daoudu eus gourliammoù a vez peurheñvel o fal hag orin keveskemm ar memes liamm. A-hend-all e lavarer ez int untu ha ne vez diforc'h ebet etre un elfenn bal ha forzh peseurt elfenn all. Pal ar gourliammoù, n'int ket teulioù gourskrid dre ret, ha neuze e vo untu ar gourliamm evel-just.