Gratian an Henañ

Ur pennad Gratianus zo ivez.
N'eus daveenn ebet er pennad-mañ. Gallout a rit labourat d'e wellaat dre ober dave da vammennoù solius.
Tabut a c'hall sevel diwar an diouer a zaveoù, hag ar pennad a c'hall bezañ diverket.

Gratian an Henañ, pe Gratianus Funarius, pe Gratianus Major (war-dro 280-war-dro 364/367), a oa ur jeneral roman. Tad e oa da zaou impalaer, Valentinian Iañ ha Valens.

Un niz dezhañ, Flavius Gratianus (359 –383) a voe impalaer ivez adal 375.

Ganet e oa war-dro 290 e kêr Cibalae, e kreisteiz Pannonia Secunda, hiriv Vinkovci e Kroatia. Pa oa yaouank e voe lesanvet Funarius, paotr ar fun, peogwir e werzhe kerdin. Brud en devoa da vezañ kreñv ha dispont: ur wech e vije bet en em gannet ouzh pemp soudard a glaske laerezh e varc'hadourezh digantañ.

Mont a eure da soudard, ha dont da vezañ protector domesticus en amzer an impalaer Kustentin Veur. Gouzout a reer e oa ur protector domesticus anvet "...atianus" e Salona (Split) en amzer-se, ma c'haller soñjal e oa eñ an hini a oa bet anvet eno.


Tribun e voe en arme Kustentin. War-dro dibenn ar bloavezhioù 320 pe deroù ar bloavezhioù 330 e voe anvet da comes Africa, ha marteze da eveshaat ar marz-hont. Tamallet e voe da lakaat arc'hant en e c'hodell , ma rankas en em dennañ.

Galvet e voe en-dro e deroù ar bloavezhioù 340 hag anvet da g-comes Britannia en dro-mañ. Marteze e voe lakaet e penn un unvezh comitatenses dindan an impalaer Constantius Iañ e-pad e dro-vrezel en enez er goañvezh 342-43.

Echu e amzervezh soudard e tistroas Gratianus d'e gêr c'henidik e-lec'h ma oa mat e vrud.

Constantius II avat, a renas etre 337 ha 360, a lamas e zouaroù digantañ peogwir en defe diskouezet reiñ harp da Magnentius. Karet e oa en arme avat, ha marteze eo evel-se en deus gallet sikour e vibien da sevel e kargoù an arme.

Pa voe lakaet e vab Valens da impalaer e 364, e c'houlennas Sened Konstantinopolis ober un delwenn dezhañ.