Gregor Erhart

An Alamanez vrav pe Mari Madalen, Mirdi al Louvre

Gregor Erhart (1470 en Ulm1540 en Augsburg) a oa ur c'hizeller alaman.

Deskiñ a reas ar vicher gant e dad, Michael Erhart. Diwar 1485 e stagas gant an arzoù (Ar Werc'hez gant sant Benno ha sant Korbinian München-Thalkirchen). En em staliañ a reas en Augsburg e 1494. Kemer a reas perzh e sevel stern-aoter abati beneadat Blaubeuren e Swabia.

Ouzhpenn e savas oberennoù evel ar Werc'hez gant he bugel e Sant-Ulrich en Augsburg, miret hiziv an deiz e mirdi kêr, hini beneadiz Zwiefalten, war ziskouez hiziv an deiz e mirdi Detroit hag Ar Werc'hez warezus (stern-aoter iliz Kaisheim am Donauwörth) kensavet gant Hans Holbein gozh hag Adolf Daucher (Deutschesmuseum Berlin).

War e gont ivez e vez lakaet An Alamanez vrav pe Mari Madalen. Bezioù a savas ivez : hini an abad Mörlen a c'haller gwelout hiziv an deiz e mirdi Augsburg, hag ivez skridoù-bez ha bez Diepold von Stein e Jettingen, savet e-tro 1503.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.