Gwalldaol an 19 a viz Kerzu 2016 e Berlin a zo bet ur gwalldaol gant implij ur c'hamion lañset a-enep Marc'had Nedeleg Breitscheidplatz, e Berlin (Alamagn), d'an 19 a viz Kerzu 2016. An dagadenn sponterezh(Daveoù a vank)[1],[2],[3],[4] washañ eo da geñver an niver a dud aet da Anaon abaoe tagadenn an Oktoberfest e 1980, gant 13 lazhet.
Ar Stad Islamek a gemenn ez eo an aozadur a-dreñv ar gwalldaol dre an aozadur kelaouiñ Amaq News Agency. En desped d'ar gemennadenn en arabeg hag alamaneg, ar strollad ne zegas prouenn ebet a c'hellfe liammañ sklaer anezhañ gant an dagadenn[5],[6].
Lakaet e vez war-raok ez eo damheñvel ouzh gwalldaol ar 14 a viz Gouhere 2016 e Nisa lec'h ma oa bet implijet ur c'hamion lañset war arvesterien un tan-arvest ha ma oa bet lazhet 86 a dud ha gloazet 436.
An dagadenn he doa bet lazhet 12 den ha gloazet 48 a dud[7]. Ar c'hamion implijet a oa bet unan Scania du. Ar polis lec'hel a gemenn e oa deuet ar c'hamion dre Budapester Strasse a-raok tizhout ha chom a-sav dirak ar Kaiser-Wilhelm-Gedächtniskirche. Blenier ar c'hamion a oa sañset bezañ bet skampet kuit dre ar Zoologischer Garten Berlin, a-raok bezañ harzet ha kaset d'an toull-bac'h. D'an 20 a aviz Kerzu 2016 e oa anzavet gant ar polis o devoa harzet "an den fall" hag e oa neuze ar sponter gwirion "frank da seveniñ un taol-fall all en ur vezañ armet". An eil den a oa er c'hamion bet adkavet marvet gant ar polis alaman a oa bet lazhet gant ar sponter gant un arm-tan, blenier gwir ar c'hamion a oa-eñ genidik eus Polonia.
An den harzet e-plas blenier wir ar c'hamion a zo ur repuad a orin eus Pakistan[8].
Gortozet eo bet an 20 a viz Kerzu 2016 ha prezegenn Angela Merkel a-raok ma vefe embannet gant un doare sklaer e oa ur gwalldaol. Da 3 eur goude merenn goude ar prezegenniñ ez eo aet ar gañsellerez war lec'h ar gwalldaol.
Dieubet eo bet an den harzet d'an 20 a viz Kerzu 2016 dre un diouer a brouennoù a-enep dezhañ[9].
Bro | Lazhet | Gloazet | Notenn |
---|---|---|---|
Alamagn | 6 | Dianav | [10] |
Polonia | 1 | 0 | [11] |
Spagn | 0 | 2 | [12] |
Italia | 0 | 1 | [13] |
Liban | 0 | 1 | [14] |
Israel | 0 | 1 | [15] |
Dianav | 4 | 44 | [16] |
Hollad | 12 | 47 | [17] |
Goude ar gwalldaol, ar gañsellerez Angela Merkel a zo taget drouk gant strolladoù broadelour Alamagn e-penn anezho an Alternative für Deutschland. Rebechet e vez dezhi garv bezañ bet degemeret kement a repuidi er vro. Goude an AFD ez eus bet strolladoù pe tud politikel broadelourien anezho o deus rebechet ivez politikerezh ar repuidi a oa kaset da benn gant Angela Merkel[18].
Meur a benn Stad pe tud uhel dre ar bed o deus disklêriet gourc'hemennoù a gengañv goude ar gwalldaol[19].