Ur wazh (gwazhioù el liester ) a zo un dourredenn vihan dezhi un naoz n'eo ket ledan, a zegas e dourioù d'ur wazh all pe d'ur stêr pe d'ul lenn (dour) ha ral a wech d'ar mor war-eeun. Diwar andonioù naturel e resev ur wazh he dourioù.
E broioù tomm e c'heller kavout gwazhioù ha n'int ket padus ha ne vez ket dourioù o tiruilhañ e mareoù pa kouezh ar glaveier.
Et c'hontrol e broioù dizintrus o douaroù ha gleb o hin e teu meur a dourredenn, ar gwazhioù en o zouezh, da vezañ froudel. E Breizh ez eus meur a froud, da lavaret eo dourredennoù a gas 6 gwech muioc'h a zour d'an nebeutañ e-kreiz ar goañv eget er mare ma vezont en o an izelañ.