Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Kembre |
Anv-bihan | Gwenllian |
Titl noblañs | priñsez |
Deiziad ganedigezh | 1097 |
Lec'h ganedigezh | Aberffraw |
Deiziad ar marv | 1136 |
Lec'h ar marv | Castell Cydweli |
Tad | Gruffudd ap Cynan |
Mamm | Angharad ferch Owain |
Breur pe c'hoar | Owain Gwynedd |
Pried | Gruffudd ap Rhys, Cadwgan ap Bleddyn |
Familh | House of Dinefwr, House of Aberffraw |
Micher | monark |
Gwenllian ferch Gruffudd (? - †1136) a oa merc'h da Gruffudd ap Cynan, roue Gwynedd, ha c'hoar da Owain Gwynedd. Dimezet e voe da Gruffudd ap Rhys, diwezhañ roue Deheubarth.
Pa emsavas ar bobl e kreisteiz Kembre en 1136, ha pa n'edo ket he gwaz er vro, e kasas un arme a-enep an Normaned. Koll e voe, ha lazhet en emgann. C'hwezet e voe an istor, ha graet e voe Boadikea Kembre anezhi. Krediñ a reer eo e-kichen kastell Cydweli e c'hoarvezas an emgann, el lec'h anvet Maes Gwenllian.
Anavezet eo he mab yaouankañ evel an Arglwydd Rhys.
Mesk a vez a-wechoù etre hi ha Gwenllian ferch Llywelyn a vevas un 200 vloaz goude.