Gwenvenez-Penfaou

Gwenvenez-Penfaou
Iliz katolik Sant Mikael e bourk Gwenvenez.
Iliz katolik Sant Mikael e bourk Gwenvenez.
Ardamezioù
Bro istorel Bro-Naoned - Bro Redon
Melestradurezh
Departamant Liger-Atlantel
Arondisamant Kastell-Briant-Ankiniz
Kanton Gwenvenez-Penfaou (pennlec'h)
Kod kumun 44067
Kod post 44290
Maer
Amzer gefridi
Yannick Bigaud
2014-2020
Etrekumuniezh Redon tolpad-kêrioù
Bro velestradurel Bro Redon hag ar Gwilen
Lec'hienn Web www.mairie-guemene-penfao.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 5 242 ann. (2020)[1]
Stankter 50 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 37′ 51″ Norzh
1° 49′ 53″ Kornôg
/ 47.63083333333333333333, -1.831388889
Uhelderioù kreiz-kêr : 42 m
bihanañ 2 m — brasañ 83 m
Gorread 105,51 km²
Lec'hiañ ar gêr
Gwenvenez-Penfaou

Gwenvenez-Penfaou a zo ur gumun eus Breizh e Liger-Atlantel, e reter ar vro. Ghemenë e gallaoueg.

  • Emañ Gwenvenez-Penfaou e hanternoz koed ar C'havr. Div vourc'h arall a zo er barrez : Gwenouvry ha Besle.
  • Warlez an Don emañ ar gumun.
  • Erwan Vallerie (1995) ː Winmonid', 852 ; Wenmened id est Montem Candidum, 1123 ; Guemene, 1287 ; Guemene Penfault, 1427, 1487 ; Guemene-Painfaut, 1731, 1779.
  • Gwenvenez zo aozet gant gerioù brezhonek : gwenn ha menez ; nend eo ket souezhus rak gwenn eo mein al Lizien. Meneget eo evit ar wezh kentañ e 853 e diellevr Redon : Winmonid.
  • Penn ha faou : faou a c'hell bout ur ger galianek ivez avat.

Rannet etre gul ha glazur : ouzh 1 e groaz velchonek en aour, ouzh 2 e wezenn diwriziek en argant ; e gab en erminoù.

  • Porzh-houarn Bellae.
Brezel-bed kentañ
  • Mervel a reas 196 gwaz ag ar gumun abalamour d'ar brezel, da lavaret eo 3,01% eus he foblañs e 1911[3].
Eil brezel-bed
  • Mervel a reas 26 den eus ar gumun abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv[4]. Pemp eus ar re varv a oa bet kaset d'ar c'hampoù-bac'h, daou anezhe a varvas en Aostria, daou all en Alamagn hag unan e Belgia en un ospital goude bout bet dieubet[5].
Trevadennoù
  • Brezel Aljeria : mervel a reas daou vilour eus ar gumun hervez monumant ar re varv[6].

Emañ Gwenvenez-Penfaou e bro C'hallo, komzet e vez gallaoueg eta.

Brezhoneg a zo bet komzet gwezharall avat. Muioc'h ag 20% ag an anvioù lec'h a zo brezhonek, pezh a zo kalzig evit ur barrez ken pell e Reter Breizh. Un tamm bennak gerioù brezhonek a bes evel kik (kig fall), oualë (gouelañ evit ur babig), h.a.

Breuriezhioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er barrez-mañ evel evit reoù arall Gwalarn Bro an Naoned e vez kavet breuriezhioù.

Breuzriezhoù a Wenvenez-Penfaou[7]
  • Beix : Sant Eflamm
  • Besle : Sant Guillaume
  • Castres : Saint Jean
  • Dastres : Sant Daniel
  • Gwenvenez : Sant Mikael
  • Juzet : Sant Marc
  • Kallag : Sant Melar
  • Koednerion : Sant Haude
  • Korbalon : Sant Miliaw
  • Lezsant : Santez Anna
  • Penfao : Sant Jorj
  • Pusag : Sant Julian ha Sant Erwan
  • Sarran: Sant Cloud

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Maner "Grand Logis" (XVvet kantved),
  • Kastell ar Brug (XVvet kantved),
  • Kastell Juzet,
  • Kastell Trenon,
  • Kastell "Bois Fleury",
  • Kastell Tregel (XVIIIvet kantved),
  • Kastell Frigel,
  • Chapel Santez Anna e Lezsant,
  • Chapel Sant Jord,
  • Chapel Sant Mark,
  • Chapel Sant Erwan,
  • Poull-Kannañ,
  • Peulvanoù e Tregilli,
  • Maen "la fée Carabosse",
  • Ilizoù katolik: Sant Mikael e bourk Gwenvenez, Sant Pêr ha Sant Paol e Bellae, Sant Clarus e Gwennouvri.
  • Monumantoù ar re varv:
    • er vered e Gwenvenez, luc’hskeudenn[8]ha kartenn-bost[9]. Dioueliet e voe d’an 29 a viz Ebrel 1923[10];
    • er vered e Bellae, luc’hskeudenn[11];
    • er vered e Gwenouvri, luc’hskeudenn[12].
    • en unan eus an ilizoù katolik, marvioù 1914-1918, luc’hskeudenn[13] ha kartenn-bost[14].

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Roll ar maeroù
Mare Anv Strollad Karg
1995 2014 Yannick Bigaud DVD Kuzulier-Meur
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù.

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

Ardamezeg ar familhoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Becdelièvre
Aotrounez Brossay
En sabel a ziv c'hroaz en argant, an troad hesanket, ha melionek, heuliet gant ur c'hregilhenn ivez en argant ouzh beg
Sturienn ː Hoc tegmine tutus
Le Borgne
Aotrounez La Varenne ha Juzet
En argant e gab dentek en gul.
Jousselin
Jean ha Pierre, e vab, bet noblet er bloaz 1426.
En glazur e dri c'hazh-balan en aour

Daveoù ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]