Ar gwez-kachou (Acacia catechu) zo gwez eus kerentiad ar Fabaceae a orin eus Azia hag a gaver eus ar Pakistan betek Indonezia. Gallout a reont kreskiñ betek 15 metr uhelder. En India ez eus bet anavezet tri seurtad: Acacia catechu, Acacia catechuoides hag Acacia sundra.
Kavet e vez ar gwez-kachou e meteier etre 0 ha 1 500 m, gant ur wrez keitat etre 32° ha 39 °C, ha glaveier keitat etre 500 ha 2000 mm.
Dizeil e vez A. catechu e-pad ur pennadig e-pad ar c'houlz-amzer tomm. E norzh India e kollont o deil war-dro miz C'hwevrer. Delioù nevez a vount adalek diwezh miz Ebrel pe e miz Mae. Diwan a ra ar bleuñv er memes koulz hag an deil nevez. E bleuñv e chom ar gwez betek miz Gouere pe miz Eost.
Kreskiñ a ra buan ar c'hlor. Degouezh a reont en o ment e miz Gwengolo pe e miz Here.Treiñ a ra o liv eus glas da glas-arruz ha goude se da c'hell. Azviñ a reont adalek diwezh miz Du betek deroù miz Genver. Kouezhañ a ra ar c'hlor nepell goude bezañ azvet. Kregiñ a ra e miz Genver hag e kendalc'h er mizioù goude. Lod eus ar c'hlor a chom er gwez betek miz Here goude, d'ar c'houlz-se avat eo aet an had da fall abalamour d'an amprevaned. Kaset e vez an had gant an avel hag e tiwanont pa zistro ar monson.
Gounezet e vez ar gwez-kachou evit o c'hoad ruz-teñval. Produet e vez war-dro 6000-9000 tonenn bep bloaz, en India dreist-holl (gant ur produadur bihanoc'h e Pakistan, Bangladesh, Myanmar hag e Thailand. Ar Pakistan eo an enporzhier pennañ[1].
Diwar ar c'hoad e vez fardet ul livadur gell arruz, a vez implijet evit kivijañ ar c'hroc'henoù. Implijet e veze ivez gwezhall evit kachouañgouelioù ar bigi, da lâret eo o intrañ gant an danvez-se evit o gwareziñ a-enep an amzer hag al louedadur.
Ar c'hivij tennet eus ar gwez-kachou zo implijet en India abaoe deroù an istor. Ur skrivagner europat a venegas A. catechu evit ar wezh kentañ e 1514. Ober a rae ‘cacho’ anezhañ ha disklêriañ a rae e veze ezporzhiet eus Cambay da Valaka[2]. Implijet eo en Europa adalek ar XVIIvet kantved. Adalek deroù an XIXvet kantved e veze implijet kalz e Bro-C'hall hag en doa un dalvoudegezh ekonomikel bras a-walc'h. Ar c'hentañ kementadoù kivij a zegouezhas en Europa a oa bet adezporzhiet eus Bro-Japan hag a veze anvet ‘terra japonica’ rak krediñ a raed e oa ur seurt douar pe ur maenad.