Ar gwezvoud pe gavrvoued (genad Lonicera) a zo ur seurt plant frondus a gresk ouzh ar mogerioù hag ar gwez. Boud 'zo un 200 spesad bennak er genad-se. Kreskiñ a reont e lec'hioù fresk ha druz evel ar c'hoadoù, lez ar c'hoadoù ar girzhier hag lanneier.
Graet e vez gwildro, sun-gad, boued-gavr pe iliavrez eus ar genad plant-se ivez.
Bronnoù-koukoug pe laezh-gavr a vez graet eus ar bleunioù a blij d'ar vugale chutal.[1]