Ur wialenn hud zo ur benveg a vez gant ar sorserien ha boudiged d'ober troioù hudouriezh.
Er gontadenn Luduennig e weler ur voudig, maeronez an harozez, o treiñ ur sitrouilhezenn hag un toullad logod en ur c'harroñs sachet gant kezeg.
Kroc'hen Azen hag Ar Goantenn e Koad ar C'housk zo kontadennoù all ma weller gwialennoù hud.
E levrenn gentañ Kronikennoù Narnia gant C.S. Lewis e c'hall ar sorserez wenn treiñ an dud e maen gant he gwialenn hud.
Ar wialenn hud emañ e-touez ar rekizoù ret evit mont da skol ar sorserien e-barzh troioù-kaer Harry Potter.
Gwialennoù hud zo gant ar boudiged e filmoù ha tresadennoù-bev Disney zo evel The Wizard of Oz (1939), Pinocchio (1940), Luduennig (1950), Ar Goantenn o kousket (1959) ha Ar C'hleze er Maen (1963).