Gwilen
| |
---|---|
Ar Gwilen e Roazhon | |
Statud | Stêr |
Hirder | 225 (218,1 e Breizh) km |
Uhelder an eienenn | 175 m |
Kas keitat | 71,70 m³/s |
Gorread an diazad | 10 500 km² |
Bro(ioù) douret | Bro-C'hall, Breizh |
Diazad stêrioù |
Gwilen |
En em daol e | Kamoel, Meurvor Atlantel |
Ledander er genoù | ? |
Andon | Juvigné |
Adstêrioù | Il, Mozon, Oud, Sec'h, Sevnon, Kaer, Don |
Ar Gwilen[1] pe ar Gwilun, zo ur stêr hag a red dre Vreizh, a viz da vervent. E-kichen Juvigné, e departamant ar Mayenne, emañ he mammenn. Redek a ra a-hed 225 kilometr betek ar Meurvor Atlantel tost da Bennestin, ma ra an disparti etre Bro-Naoned ha Bro-Wened.
Gwilen, Gwilun ha Gwinun a gaver. An daou gentañ zo e Geriadur Hemon-Huon[2], an trede a lenner e Geriadur Vallée, a skriv e teu an anvioù eus ar c'hentkeltieg[3]. Gwilum ha Gwinum a lenner ivez[4].
Ar stumm Gwilen a lenner digant Ofis Publik ar Brezhoneg hag en Atlas Breizh gant Mikael Bodlore-Penlaez ha Divi Kervella[5].
Gwilen ivez a vez implijet er romant Hervelina Geraouell gant Fañch Elies Abeozen (1943)[6] , koulz ha gant Jakez Riou er pezh-c’hoari Dogan (1943)[7].
Meur a anv-lec'h zo deveret diouzhus ar stumm Gwilen, en o zouez Il-ha-Gwilen, Noal-ar-Gwilen, Santez-Anna-ar-Gwilen, Sant-Yann-ar-Gwilen, Kumuniezh-kumunioù bro Kreiz ar Gwilen hag ar Sevnon.
Ribl dehou | Ribl kleiz |
Goude ar Mayenne, e tremen dre 3 departamant e Breizh : Il-ha-Gwilen, Liger-Atlantel ha Mor-Bihan, ha teir bro hengounel : Bro-Roazhon, a-raok dispartiañ Bro-Gwened ha Bro-Naoned goude Redon.
Teir stankell zo bet savet tost da Witreg : hini Valière (1978) a-c'haoliad war Gwitreg hag Ervoreg, hini Haute-Vilaine (1982) er Chapel-Ervoreg ha hini Villaumur (1995) e Kampal.
Eus ar Gwilen e c'haller mont d'ar Renk war vag, abalamour d'ar ganol kleuzet etre ar Renk hag an Il, adstêr d'ar Gwilen. Treuziñ Breizh a Norzh da Su a c'haller eta adalek aber ar Renk betek hini ar Gwilen.
|