HMS Audacious (1912)

an HMS Audacious etre 1912 ha 1914.
Bourzidi an HMS Audacious o terc'hout diouzh ar vag.

An HMS Audacious a oa ar pevare bag hag an hini diwezhañ eus listri hobregonet ar c'hlasad King George V savet gant ar Royal Navy e penn kentañ ar bloavezhioù 1910. Ur wech echuet e 1913 e voe implijet evit difenn a-dost tiriadoù ar Rouantelezh-Unanet. Kaset e voe d'ar strad gant ur vinenn-vor alaman en norzh da aod Kontelezh Dún na nGall, en Iwerzhon, d'ar 27 a viz Here 1914. Filmet ha poltrijet e oa bet ar vag o vont d'ar strad gant touristed stadunaniz a oa war unan eus ar vigi kaset d'ar sikour. Dre urzh an amirelezh e voe kuzhet koll ar vag betek fin ar C'hentañ Brezel-bed.