Haarlems Dagblad a zo ur gazetenn izelvroat eus rannvro Haarlem. Lavarout a reer ez eo kazetenn goshañ Europa. Er penn-kentañ e veze embannet ur wech ar sizhun, goude-se e voe embannet teir wech ar sizhun hag en 19vet kantved e teuas da vezañ ur mizieg.
E 1656 e krogas Abraham Casteleyn da lakaat embann ar gazetenn, gant an titl Weeckelycke Courante van Europa ("Kazetenn sizhuniek Europa"). E 1664 e voe kemmet an titl hag e voe anvet De Oprechte Haerlemse Courant neuze.
E-pad an Eil Brezel-bed e voe aloubet an Izelvroioù gant arme an Trede Reich ha kendeuzet dre ret Opregte Haarlemsche Courant gant Haarlems Dagblad, se zo kaoz e lavaret ez eo kazetenn goshañ Europa. Hiziv an deiz ez eo perc'hennet gant Hollandse Dagbladcombinatie.
Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù. |