Ezhomm zo da vrezhonekaat ar pennad-mañ : treiñ an traoù manet en ur yezh all, pe lakaat en doare-skrivañ peurunvan ha netra ken, pe ober gant gerioù brezhonekoc'h ivez ouzhpenn.
Eienenn ar stêr Hafren e Pumlumon, e Kembre. Ur skritell divyezhek zo eno.Ar stêr Havren e Shrewsbury, pa deu e-maez Kembre, gwelet eus kastell Shrewsbury.An eil pont savet dreist an Havren. Kembre a weler eus Bro-Saoz. Ar stêr Havren.
Ar stêr Hafren (hervez an anv kembraek) pe Havren (hervez an doare-skrivañ brezhonek), pe Severn (e saozneg), eo stêr hirañ Breizh-Veur, 354 km dezhi. E Kembre emañ hec'h eienenn. Redek a ra da gentañ war-du Bro-Saoz, er reter, a-raok diskenn war-du ar c'hreisteiz ha degouezhout er Mor Hafren etre Casnewydd (Newport), e Kembre, ha Bristol, e Bro-Saoz.
Hafren eo anv kembraek ar Severn e saozneg. Tostaat a c'haller an daou anv-se ouzh an anvioù-stêrioù a orin keltiek Sèvre e Bro-C'hall, ha marteze ivez an anvioù Sambre, ha Saverne. Brezhonekaet eo bet an anv Hafren en Havren[1]. Sabrina e oa an anv e latin, diwar an anv brezhonek moarvat, a zo bet adkemeret e dibenn an XXvet kantved d'ober un anv-badez.
Pontoù brudet zo dreisti, darn en houarn, evel re Llandinam hag Ironbridge. Daou bont zo dreist an aber, e kembraeg e vez graet Pont Hafren eus an eil hag Ail Groesfan Hafren eus egile. Ouzhpenn-se emañ an twnnel Hafren evit an hent-houarn dindani.