Halikarnassos (e gregach Ἁλικαρνᾱσσός / Halikarnāssós pe Ἀλικαρνασσός / Alikarnāssós[1]; e turkeg : Halikarnas) a oa ur geoded en Hellaz kozh, el lec'h m'emañ Bodrum hiziv e Turki. E mervent Karia edo war lez ur pleg-mor (Κεραμεικός κόλπος e gregach, Ceramicus Sinus e latin, pleg-mor Gökova hiziv) e Mor Egea. Brudet e oa abalamour da vez Mausolos, savet etre 353 ha 350 kent J.K., hag unan eus Seizh Marzh ar Bed e oa. En Impalaeriezh Pers edo (Impalaeriezh an Ac'haemenided) ken na voe kemeret gant Alesant Veur goude seziz Halikarnassos e 334 kent J.K..
Halikarnassos a oa bet savet war un enezennig anvet Zefyria, tostik d'an aod, el lec'h m'emañ bremañ kastell Sant Pêr, savet gant marc'heion Rodos en 1404 ; a-hed an amzerioù e teuas an enez da vout staget ouzh an douar-bras, hag e kreskas ar geoded betek enteuziñ Salmakis, ur gêr goshoc'h, savet gant al Leleges ha Karianed ma voe savet ur c'hreñvlec'h.
Herodotos a oa bet ganet en Halikarnassos (war-dro ar bloavezh 480).