Un harz-labour zo un ehan el labour graet gant al labourerien, en ul labouradeg pe ul lec'h bennak all, da c'houlenn kresk war o gopr pe doujañs ouzh o gwirioù peurvuiañ.
Kroget eo an harzioù-labour e-pad mare ar Reveulzi Greantel. Gant an divaezañ e oa aet kalz war-gresk an niver a labourerien er greanterezh hag o vevañ e kêr. Eus un tu an doareoù bevañ er c'hêrioù a oa diaes evit un niver ken uhel a dud da lojañ gant nebeut arc'hant. Eus un tu all ar stadoù labour, ar goproù izel kement hag an talmoù-labour uhel a oa bet awen da harzioù-labour bras. Alies e oa harzioù-labour en uzinoù hag ar meingleuzioù.
An harzoù-labour a c'hell bezañ implijet ivez evit plantañ bec'h war ur aozadur beli evel ur gouarnamant evit lakaat anezhañ da gemm politikerezh. A-wechoù e weler un harz-labour o reiñ lamm da ren ur strollad politikel pe ur strollad ren; evit ar skouerioù-se, an harzoù-labour a vez ul lodenn eus ur stourm sokial ledanoc'h. Skouerioù brudet a zo o klask degas kemmoù politikel en ur vro evel harz-labour 1980 Stocznia Gdańskа pe harz-labour Polonia 1981, gant Lech Wałęsa e-penn. An harzoù-labour-se a oa bet diazez ar c'hampagn stourm foran evit kaout kemmoù politikel e Polonia. Ganto e voe degaset fin ar Rideoz houarn hag ar bloc'had Komunour e Reter Europa.