Harz (menezioù)

Kartenn eus an Harz
Kanienn ar stêr Bode

An Harz (distaget [ˈharts] en alamaneg) zo un dolzennad menezioù e hanternoz Alamagn. Menezioù krenn int : 1142 m eo ar menez uhelañ, ar Brocken, ha 971 m eo an eil uhelañ, ar Wurmberg.

Er Grennamzer e veze graet Hart eus an tolead-se, ar pezh a dalveze « koad meneziek ». En em astenn a ra an Harz war harzoù teir stad eus Alamagn, Saks-Izel, Saks-Anhalt ha Thüringen. Ur park natur broadel zo bet krouet er venezieg.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.