Hatier zo un ti-embann gall e Pariz hag a ra war-dro embann levrioù-skol dreist pep tra. Hiziv eo ur gevrenn eus ar stroll-embann Hachette.
Savet e oa bet e 1880 gant Alexandre Hatier. Hiziv eo an trede embanner levrioù-deskadurezh e Bro-C'hall. 20 % eus an obererezh a vez graet er broioù estren, e Brazil, en Afrika (Aljeria, Maroko, ...) hag e Spagn.
Emañ sez Hatier en niverenn 8, rue d'Assas e VIvet arondisamant Pariz.
Ar stroll-embann Groupe Alexandre Hatier (GAH) zo ennañ, ouzhpenn Hatier :