Haudenosaunee a zo anv ur c'hevre meuriadoù Indianed anavezet ivez gant an anv gallek Iroquois (stumm a vez graet gantañ ivez e saozneg) pe Irokezed e brezhoneg, an anv diwezhañ-mañ a zeu eus an algonkineg (bez' e oa an Algonkined enebourien d’an Haudenosaunee hag a-du gant ar Frañsizien).
Ar ger Haudenosaunee a dalvez Pobl a sav un ti hir.
Hiziv an deiz e vezont kavet a bep tu d'an harzoù a zisparti Kanada diouzh ar Stadoù-Unanet, e proviñsoù Ontario, Kebek, hag e Stad New York.
Anv saoznek | Anv er yezh orin | Talvoudegezh | Bro er XVIIvet hag en XVIIIvet kantved |
---|---|---|---|
Seneca ¹ | Onondowahgah | Poblad an Dorgenn Veur | Lenn Seneca ha Stêr Genesee |
Cayuga ¹ | Guyohkohnyoh | Poblad ar C'heun Veur | Lenn Cayuga |
Onondaga ¹ | Onundagaono | Poblad an Torgennoù | Lenn Onondaga |
Oneida ¹ | Onayotekaono | Poblad ar Maen-sav | Lenn Oneida |
Mohawk ¹ | Kanien'kéhaka | Poblad ar Maen-tan | Stêr Mohawk |
Tuscarora ² | Ska-Ruh-Reh | Poblad a wisk krezioù | Eus North Carolina, diazezet etre Oneidas hag Onondagas |
War-dro 75,000 a dud a zo er pobladoù-se, 45,000 e Kanada ha 30,000 er Stadoù-Unanet.
N'eus nemet 5% eus an Haudenosaunee a-gement a oufe o yezh, eus rummad an irokezeg.
Poblad Poblañs anv ar yezh yezher=dregantad
Ur seizhvet yezh irokezek a zo:
Banniel modern an Haudenosaunee a zispak arouez kozh unaniezh ar pemp meuriad kentañ: Gouriz Hiawatha hag a sav da gen kozh ha 400 vloaz (savet e oa bet ar c'hevre e 1570).