Heemstede

Lec'hiadur Heemstede
Banniel Heemstede
Ardamez Heemstede
Krugell an oadoù e Heemstede (01/01/2008)

Heemstede (distagañ : [1]) a zo ur gumun hag ur gêr e proviñs Noord-Holland en Izelvroioù. 9,64 km² eo gorread Heemstede (douar : 9,20 km², dour : 0,44 km²). D'an 31 a viz Mae 2009 e oa 25 868 annezad enni. Tost ouzh Heemstede ez eus un ti-gar anvet Heemstede-Aerdenhout (linenn tren Haarlem-Leiden).

Heemstede a voe savet tro-dro da gastell Heemstede bet savet war vord ar stêr Spaarne e-tro 1286. Er XIVvet kantved e kreskas ar gêriadenn tro-dro d'ar c'hastell a voe distrujet hag adsavet meur a wech. Prenet e voe gant Adriaan Pauw e 1620. E 1653 e voe dispartiet Bennebroek diouzh Heemstede.

Dousik e kreskas Heemstede, hag e 1787 e oa 196 familh enni. D'ar mare-se e veze gwelet Heemstede evel ur gêr ma teue an dud a laboure e Haarlem pe e Amsterdam. E-pad an hañv e teue familhoù pinvidik a dec'he rak kleñvedoù ar c'hanolioù er c'hêrioù bras ha meur a savadur bras a voe savet e Heemstede er XVIIvet hag en XVIIIvet kantved. Ul lodenn anezho a c'haller gwelout hiziv an deiz : Oud-Berkenroede, Berkenrode, Ipenrode, Huis te Manpad, Hartekamp, Bosbeek, Meer en Bosch, Meer en Berg ha Gliphoeve.

E 1857 e voe kendeuzet kumun Berkenrode e Heemstede. E 1927 e voe tennet lodenn norzh Heemstede, ma oa ul lodenn vras eus Haarlem Forest, ha staget ouzh Haarlem.

Monumantoù ha lec'hioù dibar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Groenendaal park, aozet gant John Hope
  • Vrijheidsbeeld (delwenn d'ar frankiz), savet gant Mari Andriessen da lidañ ar frankiz ha da zerc'hel soñj eus annezidi Heemstede a varvas e-pad Emsavadeg an Izelvroidi. Er Vrijheidsdreef e Groenendaal park
  • Slot Heemstede: al lec'h ma oa kastell Heemstede
  • Hartekamp, an ti ma teue George Clifford e-pad an hañv
  • Linnaeusbos (koad Linnaeus): ul lodenn eus Hartekamp ma voe plantet gwez gant George Clifford, hag a voe taolennet gant Linnaeus e-barzh Hortus Cliffortianus
  • De Naald: an nadoz, ur monumant staliet gant D.J. van Lennep da enoriñ Witte van Haemstede, hag a saveteas Haarlem e-pad un emgann d'ar 26 a viz Ebrel 1304, ha da enoriñ ivez ar re a voe gloazet e-pad un emgann all a e-enep ar Spagnoled d'an 8 a viz Gouere 1573. A-hervez e vije c'hoarvezet an daou emgann dirak ti David Jacob van Lennep, da lavaret eo e-lec'h m'emañ ar monumant
Ti-kêr Heemstede

E kuzul-kêr Heemstede ez eus 21 dileuriad :

  • VVD - 6 dileuriad
  • CDA - 4 dileuriad
  • PvdA - 4 dileuriad
  • GroenLinks - 3 dileuriad
  • Heemsteeds Burger Belang HBB - 2 zileuriad
  • D66 - 1 dileuriad
  • Nieuw Heemstede - 1 dileuriad

Ganet e Heemstede

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù.