Helavarded (eus ar wrizienn-c'her lavar asamblez gant ar rakger kreñvaat he hag al lostger ted) a zo dispak ar c'homz (dindan stumm ur brezegenn, peurvuiañ) en un doare likant, kran, kendrec'hus ha nerzhus, ken e vez sachet war du ar c'homzer ar selaouerien. Un donezon naturel eo peurvuiañ hag e c'heller lakaat da vleuniañ dre pleustriñ ha studi ar yezh hag an anaoudegezhioù a-feson hag ar brederouriezh, ar boelloniezh hag mestroniezh elfennoù pennañ arz ar c'hendrec'hiñ ivez.
Implijet e veze ar ger latin eloquentia[1] gant an Henromaned a lakae an doue Merc'her da vestr meur ar c'homz. Unan eus ar Romaned helavarañ a voe Marcus Tullius Cicero a skrivas De eloquentia (A-zivout an helavarded).
Gant an Hengresianed ez eo bet aet war wel meiz an helavarded pa lakaent dindan maeroniezh Kalliope, hag hi, maeronez ar meurgan hag an helavarded (graet anezhirhetorikaganto), e renk kentañ an 9 Muzenn, merc'hed da Zeus ha da vMnemosune.
Koulskoude, Hermes, an doue gresian nes da Verc'her, a rene war an helavarded ivez. Kredet eo Demostenez evel ar gwellañ eus ar brezegerien e c'hellomp lenn e vreutadennoù.
Er vitologiezh keltek e kaver un doue a ren an helavarded, Ogme pe Ogmios e anv.
E-doug an Azginivelezh e voe dedennet an denelourien gant ar c'heflen a dleer mirout etre ar pennaennoù politikel hag ar c'homzoù ken e c'heller dispakañ meizadoù kendrec'hus. Sevel un doare kinnig ur stil plijus hag ur framm yezhadurel ennañ, asamblez gant arguzennoù poellek, kouls ha fromel, a yeas da vezañ reolennoù kreiz an dareulerezh.
Hervez Lukian a Samozat hag arkeologourion ez eus bet skeudennadurioù o tispakañ an doue galian Ogmios asamblez gant tud yaouank sachet d'e heul gant ereoù alaouret staget ouzh e genou.
A-wezhioù e veze skeudennaouet an helarvarded dre un nimfenn gurunennet gant perlezennoù ha garlantez, ur walenn-roue en dorn dehou hag ul levr digor m'emañ un eurier-traezh warnañ. A-hent-all e c'hell an helavarded kemer neuz un itronez doujadus, dezhi un daledenn ac'h arouezi he mestroni war ar speredoù. Ma weler an tanfoeltr hag ar bleunioù e tleer kompren m'eo nerzh ar poell ha strobinell flourded ar c'homzoù a sach a-du ez-ingal.
Ul leurenn-brezeg kentrek anvioù Kikero ha Demostenez skrivet warni a c'hell bezañ a-dreñv d'ar personadur. Gwezhioù all zo e weler ur vaouez armet evel Atena hag hi o stlepel mein gant he brec'h izel oc'h argeliañ ar c'homzoù efedus ha didro.
Pep rummad a varzhoniezh a zo ur seurt helavarded dezhi, metevit ar varzhoniezh dre holl ne gaver argel kreñvoc'h eget skeudenn Orfeoz o lakaat al loened gouez da zont da c'hourvez dirazañ dre strobinell sonioù e lourenn.